Bro-Sant-Brieg
Eus Wikipedia
(Adkaset eus Bro Sant-Brieg)
Bro-Sant-Brieg, a vez graet Pentevr-ha-Goueloù anezhi a-wechoù, a zo unan eus nav bro hengounel Breizh. 131 gumun a ya diouzh hec'h ober, dindan 2 558 km², ha gant ur boblañs a 293 674 den e 2007[1]. Isrannet eo ar vro e Bro-Oueloù er gwalarn ha Pentevr er peurrest (ar stêr Goued a ra an disrann etreze o-div).
Al lodenn vrasañ eus ar vro-se a zo hiziv an deiz e departament Aodoù-an-Arvor, gant ul lodennig vihan er Mor-Bihan. War-bouez hanternoz Bro-Oueloù, emañ Bro Sant-Brieg e Breizh-Uhel. Kêr-benn ar vro eo Sant-Brieg.
[kemmañ] Liammoù
[kemmañ] Notennoù ha daveennoù
| Nav bro gozh Breizh | |
|---|---|
| Bro-Zol – Bro-Gwened – Bro-Gerne – Bro-Leon – Bro-Naoned – Bro-Roazhon – Bro-Sant-Brieg – Bro-Sant-Maloù – Bro-Dreger |
| Porched Breizh – Adkavit pennadoù ha rummadoù Wikipedia a denn da Vreizh. |