Alan an Diuzet
Alan Loeiz Mari an Diuzet a oa ur skrivagner breizhat ganet e Kêr ar Roc'h, e Treger, d'ar 16 a viz Eost 1900 ha marvet d'an 22 a viz Mae 1991 e Sant-Brieg.
Mab e oa da Loeiz Mari an Diuzet ha Maria Kerangall, koñversanted o terc'hel un davarn war blasenn ar Martred e Kêr ar Roc'h. Alan an Diuzet a zo bet da gentañ e skol ar baotred, e Sant Yann, er Roc'h, ha goude-se, e 1912, er skol eil-derez e Landreger, ha da echuiñ, e 1917, e skol ar vistri e Sant-Brieg.
Anvet e voe da skolaer e 1921, hag eus 1924 da 1926 e oa mestr war ar jedoniezh hag ar skiañchoù e skol eil-derez Plistin. Eus 1937 da 1945, e oa rener skolaj eil-derez Perroz-Gireg, met prizoner e voe daou vloavezh e Bro-Alamagn. Deut en dro d'ar Vro, Alan an Diuzet a savas e 1946 ar "Collège Breton des Côtes-du-Nord" (Skolaj Breizhek Aodoù-an-Hanternoz), hag enni ar gelaouenn Mouez ar Vro.
En embannadurioù Emgleo Breiz eo bet embannet e skridoù brezhonek.
[kemmañ] Oberennoù
- Ar gorollerez vihan, 1944
- Envorennou eur prizoniad, Rennes, H. Riou-Reuzé, 1946. Skeudennaouet gant Frañsez Cathou
- Dans les barbelés, Saint-Brieuc, Alain Le Diuzet. Skeudennaouet gant F. Cathou
- Yannig, Ar Brezhoneg er Skol, 1946. Skeudennaouet gant Xavier de Langlais
- Premiers pas en breton, 1946
- An Distro, e Celta 4, 02-1947
- Va yez karet. Cours élémentaire de langue bretonne, Rennes, H. Riou-Reuzé, 1948. Skeudennaouet gant Xavier Haas
- Mevel ar garantez, Brud, 1961
- Yannig a oar lenn : Cours préparatoire de langue bretonne, Saint-Brieuc, Presses bretonnes, 1964. Skeudennaouet gant Xavier de Langlais
- Saint-Brieuc, Côtes-du-Nord, Bretagne. Esquisses Briochines, Saint-Brieuc, Bureau d'Armor, 1974. Skeudennaouet gant an oberer
- Gwad ar garantez, Brud Nevez, 1979 (eil moulladur)
- Pesketêr Enez ar Skorn. Troet diwar Per Loti, Saint-Brieuc, Collège Breton des Côtes-du-Nord, 1980
- Lenaig, Brud Nevez, 1982. Skeudennaouet gant Hubert Coatleven
- Dans les barbelés (Le parcours du Prisonnier). Illustrations de François Cathou, Préface de Pierre Lorguilloux, Saint-Brieuc, Collège Breton des Côtes-du-Nord, 1985
- Yannig, Saint-Brieuc, Collège Breton des Côtes-du-Nord, 1985. Skeudennaouet gant Xavier de Langlais
- Yannig, Emgleo Breiz / Ar Helenner, 1984. Skeudennaouet gant Xavier de Langlais
- Paul Féval, Rollan-troad-houarn, Brest, Ar Skol Vrezoneg, 1987 (troidigezh)
- Eñvorennoù ur prizoniad, Al Liamm, 2000