Edgar Maxence
en iliz Notre-Dame-du-Rosaire
e Lourdes
Ul livour e oa Edgar Maxence, pe Edgard Maxence, bet ganet e Naoned e 1871 ha marvet e Kerverner-Raez e 1954. Unan eus an arouezelerien diwezhañ e voe.
Taolenn |
Buhez [kemmañ]
E Skol an Arzoù-Kaer Paris e studias E. Maxence ; al livour klasel Jules-Élie Delaunay (1828-1891) hag an arouezelour Gustave Moreau (1826-1898) a voe e gelennerien.
Gant Gustave Moreau e labouras betek 1896. Gant arouezelerien all e voe levezonet ivez, gant ar C'hembread Edward Burne-Jones (1833-1898) hag ar Saoz Dante Gabriel Rossetti (1828-1882) dreist-holl.
Ober a rae e vel diwar mojennoù breizhek, keltiek, ha diwar ar Grennamzer. Meur a boltred en doa livet ivez.
Oberennoù [kemmañ]
- Ene ar C'hoad (1898) a vez gwelet e Mirdi an Arzoù-Kaer Naoned.
Er bloavezh 2010 e voe dalc'het e Naoned un diskouezadeg vras diwar-benn Edgar Maxence : hanter-kant livadur ha tresadenn a oa bet diskouezet.[1]
Notennoù [kemmañ]
Liammoù diavaez [kemmañ]
- Artcyclopedia (en)
- La Tribune de l'Art (fr)