Treuzsilvania

Eus Wikipedia
Mont da : merdeiñ, klask

Treuzsilvania, (e roumaneg Transilvania pe Ardeal, en hungareg: Erdély; en alamaneg: Siebenbürgen; gwelet ivez yezhoù all) a vez graet eus ar vro a dap lodenn greiz ha kornôg Roumania. Ur briñselezh dizalc'h e oa Treuzsilvania a-hed ar Grennamzer.

Douaroniezh[kemmañ]

Kartenn Roumania gant Treuzsilvania e melen

Mont a ra 16 kontelezh (judeţ e roumaneg) d'ober Treuzsilvania a-vremañ. Goleiñ a ra tost 103 600 km² e kreiz ha kornôg Roumania ha pakañ a ra ouzhpenn an hanter eus gorread Roumania. Setu anvioù ar 16 kontelezh Alba, Arad, Bihor, Bistriţa-Năsăud, Braşov, Caraş-Severin, Cluj, Covasna, Harghita, Hunedoara, Maramureş, Mureş, Sălaj, Satu Mare, Sibiu, ha Timiş.

Etre 300 ha 500 metr uhelder emañ pladenn Treuzsilvania. Treuzet eo gant ar stêrioù Mureş, Someş, Criş, hag Olt ha gant adstêrioù all eus an Danav. Cluj-Napoca (318,027) eo ar gêr-benn anezhi; Timişoara (317,651), Braşov (283,901), Oradea (206,527), Arad (172,824), Sibiu (155,045), Târgu Mureş (149,577), Baia Mare (137,976), ha Satu Mare (115,630) eo kêrioù bras all ar vro.

Armerzh[kemmañ]

Pinvidik-mor eo Treuzsilvania evir ar pezh a sell ouzh barregezhioù metalek ar c'hondon; dreist-holl e vez kavet lignit, houarn, plom, manganez, aour, kouevr, gaz naturel, holen, ha soufr. Bras eo ar greanterezh war an houarn hag an dir, ar gwiaderezh hag ar gimiezh. Mont a ra produerezh ar gwin, al labour-douar hag ar gounit frouezh d'ober obererezhioù bras. Pouezus eo ar c'hoataerezh ivez.

Kontañ a ra Treuzsilvania evit 35% eus PDK (Produ diabarzh kriz) Roumania hag e sav ar PDK dre zen (PDD) da $11,500, well-wazh 10% uheloc'h eget keidenn Roumania.

Poblañs[kemmañ]

Diouzh niveridigezh 2002 e sav poblañs ar broviñs da 7,221,733 a dud, gant ur muiañniver bras a Roumaned. Ouzhpenn ez eus un niver bras-mat a Hungariz (1,415,718 e Roumania a-bezh), Romed hag Alamaned ivez. Bevañ a reont en o c'humuniezhioù a-dreuz Treuzsilvania.

Gerdarzh[kemmañ]

Meneget eo an anv Treuzsilvania evit ar wech kentañ en un diell latin eus 1075 dindan ar stumm "Ultra silvam," a dalvez en tu all d'ar c'hoad." Diwezhatoc'h e voe cheñchet an anv e "Transsylvania," a dalvez ar memes tra. Klotañ a ra an anv Treuzsilvania gant an anv brezhonek Troc'hoed en deus roet an anv modern Porc'hoed e Breizh (diwar Pou + troc'hoed).

Talvezout a ra an anv alamanek Siebenbürgen kement ha "seizh keoded", diwar an niver a gêrioù sakson bet savet ganto er vro. Amsklaer eo orin an anvioù roumanek Ardeal hag hungarek Erdély (gwelet Gerdarzh Treuzsilvania).

Istor[kemmañ]

Henistor : Treuzsilvania, kalon Stad an Daket[kemmañ]

Rouantelezh Dakia, e-pad ren Burebista, 82 kt JK

Meneget eo bet gant Herodotus an Agathyrsied a veve e Treuzsilvania e-pad ar Vvet kantved kt JK.

Bez' e oa eus Rouantelezh Dakia ken abred ha deroù an Eil kantved kt JK da nebeutañ dindan ren ar roue Oroles. Dindan ren Burebista, brasañ roue an Daked, a vevas da vare Julius Caesar, e tizhas ar rouantelezh hec'h emled brasañ. Kreizenn bolitikel Dakia e oa an takad a anavezomp bremañ dindan an anv a Dreuzsilvania.

Alies eo meneget anv an Daked dindan ren Augustus a embann e voent rediet da zegemer aotrouniezh Roma. Padal, ne hañvalont ket bezañ bet sujet da vat hag er mareoù diwezhañ ne c'hwitent ket evit treizhañ an Danav skornet e-pad ar goañv evit plantañ freuz e kêrioù roman proviñs nevezc'hounezet Moesia.

Meur a gêr kreñvaet bras zo bet savet gant an Daked evel, da skouer, Sarmizegetusa, nepell eus Hunedoara hiziv.

Da-heul emled an Impalaeriezh roman er Balkanoù e oa tonket d'an Daked kaout brezel digor gant Roma. Brezelioù niverus a voe etrezo e-pad ren Decebalus (etre 85 ha 89). Goude daou goll bras e tapas ar Romaned o c'hreñv war an Daked a-benn ar fin met rediet e voent da skoulmañ ar peoc'h abalamour da drec'h ar Marcomanni war Domitian. Diwar neuze e chomas dizalc'h an Daked met ret e oa dezho paeañ un truaj d'an Impalaer.

E 101-102 e krogas Trajan gant ur vrezeliadeg a-enep d'an Daked (Brezelioù Dakia). Lakaet e voe ar seziz war Sarmizegetusa ar gêr-benn hag aloubet e voe darn eus ar vro. Laosket e voe Decebalus evel un adroue dindan ur warezveli roman. Tri bloaz war-lerc'h e voe un emsavadeg ha dispennet e voe al lu roman e Dakia. Echuiñ a reas an eil vrezeliadeg (105-106) gant emlazh Decebalus ha dont a reas Dakia da vezañ ur broviñs roman : Dacia Trajana. Kontet eo bet istor brezelioù Dakia gant Dio Cassius met an testeni gwellañ anezho a chom kolonenn vrudet Trajan e Roma.

Krennamzer uhelañ : Eus Dakia d'an Treuztiriadoù Bras[kemmañ]

Splet zo bet tennet gant ar Romaned eus mengleuzioù aour ar vro. Savet o deus hentoù a gase dezho ha kreñvlec'hioù evit o difenn, evel Abrud, da skouer. Trevadennerien a voe degaset ivez eus Thrakia, Moesia, Makedonia, Galia, Siria, ha proviñsoù roman all evit ac'hubiñ ar vro ha diorren kêrioù evel Apulum (Alba Iulia hiziv) ha Napoca (Cluj Napoca hiziv) e kumunioù ha Trevadennoù.

Emsavadegoù ingal a voe a-berzh an Daked, ar brasañ anezho da-geñver marv Trajan. Aotreet e voe neuze Sarmated ha Bured d'en em staliañ e diabarzh Dacia Trajana evit lakaat un termen d'an taolioù brezel niverus a-enep d'ar galloud roman. Degouezhet en IIIe kantved e voe rediet ar Romaned da zilezel Dacia Trajana, re ziaes ma oa da zifenn ouzh bountadegoù an Daked dieub (Karpianed) ha Wizigoted.

E 271, e tiviz an Impalaer roman Aurelian dilezel Dacia Trajana hag adaozañ un Dakia nevez anvet Dacia Aureliana e-diabarzh Moesia Uhelañ kozh. Testeniekaet eo dilez Dacia Trajana gant ar Romaned gant Eutropius en e BREVIARIVM LIBER NONVS.

Proviñs Dakia, bet savet gant Trajan en tu all d'an Danav, a voe dilezet gantañ, mantret, goude ma voe didudet Illuria ha Moesia, a vezañ gouest d'he mirout. Keodedourien Roma, tennet a-ziwar kêrioù ha douareier Dakia, a lakaas staliañ e diabarzh Moesia, en ur envel anezhi Dakia zo rannet ganti bremañ an div Moesia, hag a zo war dorn dehou an Danav pa red war-du ar mor, pa oa gwechall Dakia war an tu kleiz.

Mestr eo bet ar Wizigoted hag ar Garpianed war proviñs kozh Dakia betek ma voe roet lamm dezho d'o zro ha sujet gant an Huned e 376. Gant Attila en o fenn e voe implijet traoñienn Pannonia gant an Huned evel un dachenn da loc'hañ diouti evit mont da vrezeliañ. Padout a reas betek marv Attila e 453.

Dispennet e voe Impalaeriezh Attila goude e varv. Kontrollet e oa, neuze, tiriad Treuzsilvania gant dismantroù pobloù liesseurt kengevread an Huned (Alaned, Lombarded, Rukhs-Aed) hag ar C'hepided. Ne voe ket galloud bras ebet evit lakaat ar vro dindan e veli e-pad pell a-raok ma tiazezas Avared Eurazia, deuet eus Skuthia, o galloud milourel warni. Friket e voe Khanelezh an Avared koulskoude gant ar Vulgared dindan Khan Krum e deroù an IXvet kantved ha dont a reas Treuzsilvania, a-gevret gant Pannonia da vezañ un tamm eus Impalaeriezh kentañ Bulgaria.

Gesta hungarorum map.jpg

Diouzh a gont ar Gesta Hungarorum, ur gronikenn a sav d'an XIIvet kantved, e voe trec'het Stadoù Gelou - Penn ar Valaked (Roumaned) en Ardeal (Treuzsilvania da vat), Glad e Banat, ha Menumorut e Byhor (kontelezhioù Bihor ha Bihar), gant an Hungared e Treuzsilvania e-doug an Xvet kantved. Menegiñ a ra ivez ar Gesta Hungarorum hag an De Administrando Imperio tri Penn anvet Geula/Gyyla/Gylas e Treuzsilvania. (gwelet pennad Gyula). Tabut zo e-touez an istorourien evit gouzout ha bez' ez eus bet eus ar Pennoù-se e gwirionez. Hervez studiadennoù zo e c'hallfe ar Vulgared bezañ bet dalc'het, ha paneve nemet en un doare arouezel-rik, ur veli war darn eus diazad ar C'harpatoù betek e-tro ar bloaz 1000.

E 978 e voe savet un iliz e-barzh ar c'hreñvlec'h gant misionerien katolik e lec'h emañ kêr Oradea hiziv an deiz.

Skoemp-mat eo heuliañ istor Treuzsilvania e-pad ar Grennamzer Uhelañ rak dibaot-kaer eo ar mammennoù skrivet pe ar roudoù arkeologel. Div deorienn vras kontrol zo evit gouzout ha chomet e oa an Daked romanekaet (hendadoù Roumaned hiziv) da chom e Treuzsilvania war-lerc'h emdenn ar Romaned ha, neuze, hag-eñ e oa c'hoazh Roumaned e Treuzsilvania da vare an Treuztiriadoù Bras, dreist-holl da vare aloubadeg an Hungared; gwelet : Orin ar Roumaned. Alies e talvez ar martezeadennoù-se da vagañ tabutoù etre broadelourien hungarat ha rouman zo a-zivout perc'henniezh ar vro.

Krennamzer Izelañ: Treuzsilvania lodenn eus Rouantelezh Hungaria[kemmañ]

Er bloaz 1000 e tiviz ar priñs Steven, priñs Hungaria, en em renkañ dindan askell Roma. Kemer a ra an titl a roue Steven I Hungaria. Degemer a ra ar gatolikiezh ha kas a ra war-raok kristenekadur Hungariz. Diskouez a ra Gyula, mestr Treuzsilvania hag eontr Steven a-berzh mamm, e zisplijadur, en ur reiñ bod da enebourien ar roue. Chom a ra Gyulia mestr war ar mengleuzioù holen ken pouezus evit armerzh ar vro ivez. E 1003 e kas Steven ul lu bras da Dreuzsilvania ha kodianañ a ra Gyulia hep stourm. Gant an taol-se e voe tu da ziazezañ eskoptioù katolik Treuzsilvania a voe peursavet e 1009 da-geñver ur weladenn a reas an eskob Ostia, kannadour ar Pab, d'ar roue Steven; en ur ser e voe dibabet ganto rannoù an eskoptioù hag ar bevennoù anezho. Goude-se ez eas war greñvaat krog Rouaned Hungaria war Dreuzsilvania a-hed an XIIvet hag an XIIIvet kantved.

N'eo ket dibosupl e vije aet tre e Treuzsilvania ar Szeklered, anezho ur gumuniezh hungarek, a-raok da diazad ar C'harpatoù bezañ bet aloubet gant ar Vagyared. E-tro an XIIvet kantved e voe staliet Szeklered e reter ha su Treuzsilvania evit difenn an harzoù.

E-kerzh an XIIvet hag an XIIIvet kantved eo bet aloubet an takadoù su ha biz ar vro gant trevadennerien alaman eus gouenn ar Saksoned. Siebenbürgen a vez graet en alamaneg eus Treuzsilvania. Dont a ra an anv eus ar seizh kreñvlec'h pennañ bet krouet gant Saksoned Treuzsilvania. Startoc'h e teuas ar c'hrog german war Treuzsilvania da vezañ e deroù an XIIIvet kantved pa voe galvet ar Varc'heien Teutonek gant ar roue Andrev II Hungaria evit gwareziñ Treuzsilvania er Burzenland diouzh ar Gumaned ha, d'ho heul, diouzh ar Vogoled, e 1241. Tuiñ a reas ar Gumaned ouzh ar gatoligiezh neuze ha, goude dezho bezañ bet trec'het gant ar Vogoled e klaskjont repu e Treuzsilvania. Dimeziñ a reas Erzsebet, anezhi ur briñsez Kuman gant ar roue Steven V Hungaria e 1254.

Dalc'het e oa melestradur ar vro gant ur voivod (gouarnour milourel), a dapas ren war ar vro a-bezh a-benn kreiz an XIIIvet kantved.

Yann Hunyadi
Kastell Hunyadi e Hunedoara, Roumania

Goude ma voe lakaet un termen da emsavadeg ar Budai Nagy Antal e 1437, e voe addiazezet doare ren ar vro war ar patrom Unio Trium Natiorum (Unaniezh an teir Broad). Rannet e oa ar gevredigezh etre teir broad dreistgwiriek : an noblañs (Magyared) evit an darn vrasañ, ar Szeklered, hag ar vourc'hizien Sakson (annezidi ar bourc'hioù). Koulskoude e oa muioc'h ar rannadur-se diouzh dezverkoù relijiel ha sokial eget diouzh dezverkoù etnek. Reizhkredennour e oa ar Roumaned. Nemet e teufent da vezañ katolik, n'o doa ket ar gwir da berc'hennañ douaroù pe da zont da vezañ nobl. Gant-se ne oa ket gwall uhel o doare dindan ar renad d'an ampoent. Daoust ma'z ae ar Roumaned d'ober renkad ar served evit ar pep brasañ e oa ivez served sakson hag hungarat. Diouzh an tu all, ur wech en em droet ouzh an Iliz katolik, e teuas a-benn un nebeud Roumaned da vont e-barzh an noblañs. Diorren a reas ar sevenadur rouman e-pad an amzer-se ha moullet e voe al levr kentañ e roumaneg.

Unan eus an Dreuzsilvanidi dibar a c'haller menegiñ o anv evit hanterenn gentañ ar XVvet kantved eo bet Yann Hunyadi; genidik e oa eus ur familh rouman bet magyarekaet. Douaroù a voe grataet da Hunyadi hag ur sez e kuzul a roue a voe dalc'het evitañ abalamour ma servijas Sigismond, roue Hungaria hag impalaer Santel Roman ha German. Da-heul ar skoazell degaset gantañ da emstriv Ladislav III Polonia evit mont war dron Hungaria e voe profet dezhañ Kabiteniezh kreñvlec'h Nándorfehérvár (Beograd) ha Voivodiezh Treuzsilvania. Goude troioù brezel heverk a-enep an Impalaeriezh Otoman e voe uhelaet e statud c'hoazh pa voe lakaet da c'houarnour Hungaria e 1446 hag anavezet gant ar Pab evel Priñs Treuzsilvania e 1448. Tad eo bet Yann Hunyadi da Matiaz Korvin Hungaria.

Treuzsilvania, priñselezh dizalc'h[kemmañ]

E 1526, e-kerzh Emgann Mohács, e voe lazhet ar roue Loeiz II Jagiello ha dispennet lu pennañ Hungariz gant an Otomaned. E vad a reas ar gouarnour Yann Zapolya eus ar saviad hag eus e nerzh milourel nevez neuze evit kemer penn strollad broadel Hungariz ha mont a-enep c'hoantoù Ferdinand Aostria (a zeuas da vezañ an Impalaer Ferdinand I diwezhatoc'h) war dron Hungaria. Dilennet e voe Zapolya da roue Hungaria dindan an anv a Yann I met anavezet e oa bet Ferdinand ivez gant ur gostezenn all. Harpet e voe Yann en emgannoù a c'hanas diwar-se gant ar Sultan Sulaiman I. Da varv Zapolya, e 1540, ec’h astennas ar sultan e veli war kreiz Hungaria war zigarez gwareziñ mab Zapolya, Yann II. Rannet e oa neuze Hungaria e teir lodenn: kornôg Hungaria, dindan veli Aostria; kreiz Hungaria e daouarn an Durked ha Treuzsilvania damzizalc'h, a glaskas an Aostrianed hag an Durked astenn o levezon warni e-pad tost daou gantved.

D'ar mare-se en em gave Treuzsilvania dreist diraez levezon aotrouniezh an Iliz katolik ha gallet o deus Lutheriz ha Kalviniz prezeg o feiz didrubuilh. E 1563 e voe anvet Giorgio Blandrata da vezeg al lez ha levezonet e voe muioc'h-mui gant ar mennozhioù relijiel taer prezeget gantañ speredoù ar roue yaouank Yann II hag an eskob kalvinat Frañsez David. A-benn ar fin ez eas an daou anezho a-du gant an Enep-treindedouriezh nevez krouet. E-ser un tabut foran furmel ez eas ar maout gant Frañsez David war ar C'halvinad Pêr Mellus; da-heul, e 1568, e voe embannet ent ofisiel reoliadur Truda a gemenn ar Frankiz-kredenn hiniennel. Reoliadur Truda eo bet ar gwarant lezennel kentañ o suraat ar frankiz-kredenn hiniennel en Europa Gristen.

Da-geñver marv Yann II, e 1571, e savas d'an tron an tiegezh Báthory a voe renet ar vro ganto evel priñsed evit an Otomaned hag, e-pad ur frapadig, evit an Habsbourged betek 1602.

Gouestlañ a reas Steven Báthory, un Hungarad katolik yaouank, a zeuas diwezhatoc'h da vezañ roue Polonia Steven Bathory, da zoujañ da frankiz-kredenn reoliadur Turda met war strishaat ez eas ar frankiz-se tamm-ha-tamm. E dibenn marevezh renerezh Báthory e oa digor ar brezel a-dreuz Treuzsilvania etre peder c'hostezenn : Aostria, an Otomaned, Voivod Valakia, hag ar priñs Mikael ar C'haloneg.

Mikael ar C'haloneg

Astenn a reas Mikael e levezon war Dreuzsilvania e 1599 goude Emgann Şelimbăr ma voe trec'het gantañ lu Andrev Báthory. Bet eo lazhet Báthory gant Szeklered c'hoant ganto da adtapout o renk a-wechall, ma oa bet prometet skoazell evit se gant Mikael. E Mae 1600 eo mestr Mikael war Moldavia; unanet eo teir priñselezh Walakia, Moldavia ha Treuzsilvania (teir rann bennañ Roumania hiziv). Berr e voe an unaniezh avat pa voe muntret Mikael gant goprsoudarded wallon dindan urzhioù ar jeneral Habsburg Giorgio Basta e miz Eost 1601. A-benn ar fin e voe sujet Treuzsilvania gant Basta e 1604 ha ren a reas eno dre heg. Aotreet e oa bet dezhañ perc'hennañ douaroù an noblañsoù, alamanekaat ar bobl ha labourat evit adc'hounit ar briñselezh d'ar Gatoligiezh e framm an Enep-disivoud.

Steven Bocskai
Gabriel Bethlen

Er bloavezhioù 1604-1606, e voe kaset da benn un emsavadeg a reas berzh a-enep da c'halloud an Hagsburged gant Steven Bocskai anezhañ magnat kalvinat Kontelezh Bihar. Dilennet e voe Bocskai da briñs Treuzsilvania d'ar 5 Ebrel 1603 ha da briñs Hungaria daou viz war-lerc'h. Berr e voe renadur Bocskai rak mervel a reas d'an 29 Kerzu 1606; kent-se avat e kasas da benn daou bennober istorel : Peoc'h Vienna (23 Mezheven 1606), hag Harz-brezel Zsitvatorok (Du 1606). Dre Peoc'h Vienna e c'hounezas Bocskai ar gwir d'ar frankiz-kredenn hag an emrenerezh politikel. Daskoret e voe an holl zouaroù laeret, torret e voe an holl varnadennoù anreizh hag un distaoliadeg gant kildalvoud a voe embannet evit an holl Hungariz e Rouantelezh Hungaria. Anavezet e oa ivez evel priñs dizalc'h hag aotrouniek war un Dreuzsilvania vras. Tost ken pouezus all e voe Harz-brezel Zsitvatorok kevraouet gant Bocskai etre an Impalaer hag ar Sultan.

En he bleuñv e voe Treuzsilvania e-kerzh ren warlerc'hidi Bocskai, dreist-holl dindan ren Gabriel Bethlen ha Jord Iañ Rákóczi. Gabriel Bethlen, bet e penn ar vro etre 1613 ha 1629 a gasas e amzer o tizarbenn strivoù an Impalaer evit gwaskañ pe bourdañ e sujidi. Dont a reas en estrenvro da wiskañ chupenn kampion al luskad protestant. Dre deir gwech e renas brezelioù a-enep d'an Impalaer ha div wech eo bet anavezet da Roue Hungaria. Da-geñver Peoc'h Nikolsburg (31 a viz Kerzu 1621) e c'hounezas ma voe adkadarnaet Peoc'h Vienna evit ar Brotestanted hag, evit ar pezh a sell outañ, e tapas seizh kontelezh ouzhpenn en hanternoz Hungaria. Berzh a reas ivez warlerc'hiad Bethlen, Jord I Rákóczi. Dont a reas a-benn da skoulmañ Peoc'h Linz d'ar 16 a viz Gwengolo, 1645, anezhañ trec'h politikel diwezhañ ar Brotestantiezh hungarat ma voe rediet an Impalaer da gadarnaat en-dro melladoù Peoc'h Vienna. Kalz a reas ivez Gabriel Bethlen ha Jord I Rákóczi evit diorren an deskadurezh har ar sevenadur. Gant gwir abeg e vez graet marevezh aour Treuzsilvania eus an amzer-se. Puilh e voe skuilhet an arc'hant ganto evit kaeraat o c'hêr-benn Gyulafehérvár (Alba Iulia, Weißenburg), a zeuas da vezañ kreizenn bennañ ar brotestantiezh e Reter Europa. Unan eus an nebeud Stadoù en Europa ma kenveve e peoc'h ar Gatoliket roman, Kalviniz, Lutheriz hag an Undedourien eo bet Treuzsilvania e-pad o renad. Koulskoude ne voe ket deroet an hevelep gwirioù d'ar Roumaned Reizhkredennek. Daoust da strivoù Inochentie Micu-Klein, un eskob Katolik gresian rouman, ne zeuas ket a-benn ar Roumaned katolik da gaout evito statud ur vroad.

Ren an Aostrianed hag an Impalaeriezh aostrian-hag-hungarat[kemmañ]

War-lec'h trec'hidigezh an Otomaned en Emgann Vienna e 1683, e krogas tamm-ha-tamm an Habsburged da astenn o beli war Treuzsilvania a voe strishaet evel-se hec'h emrenerezh. Ouzhpenn kreñvaat ar gouarnamant kreiz hag ar velestradurezh e voe broudet an Iliz Katolik Roman ganto ivez. Talvezout a rae an Iliz da nerzh unaniñ an Impalaeriezh hag ur benveg e oa ivez evit disteraat pouez an noblañs protestant. En ur vagañ an tabut etre ar c'hostezennoù protestant ha katolik e oa spi gant an Habsburged da zigreskiñ beli ar Stadoù. Kaeroc'h zo, klakset e voe ganto kendrec'hiñ ar veleien reizhkredennek da vont gant an Iliz Uniat (Katolik Gresian) a zegemer peder c'hredenn gatolik hag a anavez aotrouniezh ar Pab, daoust dezho derc'hel d'al lidoù ha d'an hengoun reizhkredennek. E 1699 hag e 1701, e voe embannet gant an Impalaer Leopold I unaniezh an Iliz reizhkredennek gant an Iliz Katolik Roman. Kalz beleien a asantas met ket an holl daoust ma ne oa ket sklaer-sklaer d'an darn vrasañ anezho peseurt kemm a oa etre an daou anvadur.

Adalek 1711 e oa bet kreñvaet krog an Aostrianed war Dreuzsilvania hag erlec'hiet e voe neuze Priñsed Treuzsilvania gant gouarnourien aostrian. E 1765 e voe lakaet Treuzsilvania da Briñselezh Veur, met ne oa ket nemeur a dalvoudegezh gant se. Tamm-ha-tamm e voe krignet hengoun dizalc'hiezh ar vro dindan gwask ar vurokratelezh aostrian. E 1791 e voe goulennet gant ar Roumaned ouzh an Impalaer Leopold II ma vefe anavezet peder borad Treuzsilvania hag ar parder relijiel. Distaolet e voe ar goulenn gant Dieta Treuzsilvania ha kadarnaet ar Roumaned en o statud kozh.

E deroù 1848 e reas he mad Dieta Hungariz eus an dispac'h evit embann ur programm adreizhañ klok evit an Impalaeriezh a rae dave da Lezennoù Ebrel. Ennañ e oa rakwelet unaniezh Treuzsilvania ouzh Hungaria. Mat e voe degemeret an adreizhadenn e penn-kentañ gant Roumaned Treuzsilvania a soñje ganto profitañ eus ar cheñchamantoù frankizour-mañ. Koulskoude e rankjont adober o soñj pa komprenjont e talc'he mort noblañs Treuzsilvania da enebiñ ouzh dibenn ar servelezh ha ma voe anat divarregezh al luskerien dispac'hel hungarat da anavezout interestoù broadel ar Roumaned. E Blaj, e-kreiz miz Mae, e voe embannet gant ur vodadeg vroadel rouman ur programm dispac'hel evit ar Roumaned a c'houlenne ma vefe dileuriet ar Roumaned e Dieta treuzsilvania a-genfeur gant o niver er vro; goulenn a rae ivez ma vefe lakaet un termen d'ar gwask sokial hag etnek. Diouzh o zu e oa nec'het ar Saksoned gant soñj an unaniezh da Hungaria, aon ganto koll o dresitwirioù hengounel. P'en em vodas an Dieta d'an 29 a viz Mae e voe degemeret ar vot a-du gant an unaniezh en desped da vouezhioù enep ar gannaded sakson. D'an 10 a viz Mezheven e asante an Impalaer da votadeg unaniñ an Dieta. Da-heul an unaniezh e voe kondaonet d'ar marv un niver bras a dud gant an arme, harzet luskerien an dispac'h ha lakaet un termen da veur a obererezh. Kreñvaet e voe mennozh ar Saksoned neuze. E 1848 e tistaolas ur vodadeg rouman all e Blaj an unaniezh gant Hungaria ha galv a voe graet d'an emsavadeg e Treuzsilvania. E miz Du e tarzhas ar brezel; unanet e oa ar bagadoù roumaned gant ar Saksoned dindan urzhioù an Aostrianed a-enep da Hungariz renet gant ar jeneral polonat Józef Bem. Dindan pevar miz e teuas a-benn Bem da skarzhañ an Aostrianed er-maez eus Treuzsilvania. Koulskoude, e Mezheven 1849 ec'h asantas an Tsar Nikolaz I Rusia respont d'ar galv skoazell bet graet outañ gant an impalaer Frañsez-Jozeb ha kaset e voe ar bagadoù rusian da Dreuzsilvania. Goude un nebeud trec'hoù a-enep d'ar Rusianed en deroù, e voe trec'het lu Bem da vat e-kerzh Emgann Temesvár (Timişoara) d'an 9 a viz Eost; da-c'houde, e kodianas Hungariz.

Nullet e voe efedoù an dispac'h ha mac'homet e voe Hungaria en-dro gant an Aostrianed. Renet e oa Treuzsilvania war-eeun gant ur gouarnour milourel. Adarre e voe lakaet an alamaneg da yezh ofisiel. Freuzet e voe Unaniezh an Teir Broad ha deroet e voe ar geodedelezh d'ar Roumaned. Daoust ma voe roet tammoù douaroù d'ar served kozh gant pennadurezhioù Aostria e oa bec'h-bras ganto evit bevañ. Enket gant an dienez e krogas ar familhoù rouman da zivroañ niverus betek Walakia ha Moldavia war-glask ur vuhez welloc'h. E 1867 avat pa voe embannet an emglev (Ausgleich) ma voe savet drezañ an Impalaeriezh aostrian-hag-hungarat e voe lakaet un termen da statut dibar Treuzsilvania a dremenas en-dro dindan ren Hungariz. Gwasket e voe Roumaned Treuzsilvania en Aostria-Hungaria gant politikerezh hungarekaat ar velestradurezh; gouzañv a reas ivez ar Saozon alamanek diwar an hevelep politikerezh, nebeutoc'h avat.

Kartenn Roumania gant "Treuzsilvania da vat" e melen

E-pad ar prantad amzer ma voe Treuzsilvania ul lodenn eus an Impalaeriezh aostrian-hag-hungarat dindan renerezh ar velestradurezh hungarat e veze graet, "Treuzsilvania da vat" eus ur vro enni 15 Kontelezh (Hungarek: megye) a c'holoe war-dro 54,400 km² e gevred rouantelezh Hungaria gwechall. Setu anvioù ar 15 kontelezh-se Alsó-Fehér, Beszterce-Naszód, Brassó, Csík, Fogaras, Háromszék, Hunyad, Kis-Küküllő, Kolozs, Maros-Torda, Nagy-Küküllő, Szeben, Szolnok-Doboka, Torda-Aranyos, hag Udvarhely. Hiziv an deiz n'eus e Treuzsilvania da vat nemet 9 eus ar 16 kontelezh roumanian meneget a-us : Alba, Bistriţa-Năsăud, Braşov, Cluj, Covasna, Harghita, Hunedoara, Mureş, ha Sibiu. Ouzhpenn Treuzsilvania da vat ez a darn eus Banat, eus Planenenn Pannonia, hag ar Partiom kozh d'ober Treuzsilvania.

Treuzsilvania lodenn eus Roumania[kemmañ]

Daoust d'ar roue Ferdinand I Roumania bezañ bet un Hohenzollern e voe nac'het gant Roumania mont a-unan gant ar Galloudoù kreiz e deroù ar Brezel bed kentañ. E 1916 e tivizas Roumania mont gant Emglev an Tri ha sinañ a reas ur c'hendivizad gant an Emglev, ma oa anavezet gwirioù Roumania war Dreuzsilvania. Da-heul ar C'hendivizad-se e voe disklêriet brezel gant Roumania d'ar Galloudoù kreiz d'ar 27 a viz Eost 1916. Treuziñ a reas an arme menezioù ar C'harpatoù ha mont tre e-barzh Treuzsilvania o rediañ evel-se ar galloudoù kreiz d'en em gannañ war un talbenn nevez. Ar miz war-lerc'h e krogas un enep-argad german ha bulgar e Dobruja hag er C'harpatoù. E-kreiz Here e oa bet rediet lu Roumania da gilañ en-dro da Roumania hag a-benn ar fin e voe preizhet Bukarest. Goude ma voe en em dennnet Rusia eus ar brezel e miz Meurzh 1918 dre Feur-Emglev Brest-Litovsk en em gavas Roumania hec'h-unan e reter Europa hag e voe kevraouet ur Feur-emglev peoc'h etre Roumania hag Alamagn e miz Mae 1918. Kouskoude ne voe ket gwiriekaet morse ar feur-emglev-se gant ar Roumaned hag e miz Here 1918 e voe distaolet gant gouarnamant Roumania a zisklêrias brezel en-dro da Emglev an Tri. Mont a reas tre arme ar Roumaned betek ar stêr Mureş e Treuzsilvania.

E-tro kreiz 1918 e kinnige ar Galloudoù Kreiz koll ar brezel ha krog e oa Impalaeriezh Aostria-hag-Hungaria da vont da get. Disklêriet e voe o dizalc'hiezh diouzh an Impalaeriezh gant ar broadoù a oa enni e Gwengolo hag Here 1918. En em vodañ a reas pennoù Strollad broadel Treuzsilvania ha skrivañ a rejont ur disklêriadenn ma raent anv eus ar gwir d'an emzibab (14 poent Woodrow Wilson) evit Roumaned Treuzsilvania. Embann a rejont an unaniezh gant Roumania. E miz Du e kemennas Kuzul Kreiz Broadel ar Roumaned, a zileurie holl Roumaned Treuzsilvania, da gouarnamant Budapest e oa mestr war 23 kontelezh treuzsilvanian ha darn eus teir all. D'ar 1 Kerzu e voe bodet un engroeziad a dud e Alba Iulia a zegemeras ur mennad a c'halve da unaniezh an holl Roumaned en ur Stad hepken. Degemeret e voe ar mennad gant Kuzul Broadel Germaned Treuzsilvania evel ma reas Kuzul Swabied an Danav eus ar Banat. En enep, e voe kadarnaet gant Bodadeg Hollek an Hungared e Cluj lealded Hungariz Treuzsilvania da Hungaria d'an 22 a viz Kerzu 1918.

E Kerzu 1918 e kamp lu ar Roumaned war glannoù ar ster Mureş, treuziñ a ra ar vevenn ha mont a ra penn da Cluj ha neuze, norshoc'h betek Sighet. Sevel a ra ur reked da c'halloudoù Versailhez evit ma vo gwarezet Roumaned Treuzsilvania. E miz C'hwevrer 1919 ez eus reuz en takad abalamour d'un nebeud Bolcheviked a glask skignañ an dispac'h bolchevik er vro. Divizet e vez sevel un Takad Neptu etre Roumania hag Hungaria neuze.

E miz Meurzh 1919 e ro e zilez Kentañ Ministr Republik nezez dizalc'h Hungaria goude nac'hañ anavezout ent ofisiel Feur-Emglev Versailhez a laka Treuzsilvania dindan aotrouniezh Roumania. En em gavout a ra er galloud strollad komunour Hungaria gant Béla Kun en e benn. Embannet eo Republik Soviedel Hungaria e Meurzh ha prometet e vez adtapout an douaroù a oa e dalc'h ar vro e-pad Impalaeriezh Aostria-hag-Hungaria. Tagañ a ra Hungaria Tchekoslovakia ha Roumania. Kregiñ a ra argad Hungariz e Treuzsilvania e miz Ebrel 1919 a-hed stêrioù ar Someş hag ar Mureş. E miz Mae e kas Roumania an enep-argad a vount war-raok hag a ya betek ar stêr Tisa. Gant un argadenn nevez ez a Hungariz tre war 60 km e-barzh Roumania betek ma vo kaset un enep-argadenn rouman all a yay betek Budapest zo preizhet a-benn ar fin. Fin zo da Republik soviedel Hungaria. En em dennañ a ra lu ar Roumaned diouzh Hungaria etre Here 1919 ha Meurzh 1920.

Anavezout a ra Feur-emglev Versailhez, bet sinet ent ofisiel e miz Mezheven 1919, beli Roumania war Treuzsilvania. Pelloc'h, dre feurioù-emglev Saint Germain (1919) ha an Trianon (bet sinet e Mezheven 1920), e vo savet statud Treuzsilvania ha termenet an harzoù etre Stadoù Hungaria ha Roumania. Kurunennet eo bet ar roue Ferdinand I Roumania hag ar rouanez Maria Roumania e Alba Iulia er bloaz 1922.

E-kerzh Eost 1940, e-pad an eil brezel bed eo bet roet hanterenn norzh Treuzsilvania da Hungaria gant Adolf Hitler dre eil Diktat Vienna. Goude fin ar brezel eo bet freuzet Disktat Vienna ha daskoret takadoù norzh Treuzsilvania da Roumania dre Feur-emglev Pariz e (1947). Klotañ-rik a ra an harzoù bet adtermenet etre an div vro da-geñver feur-emglev Pariz gant ar re bet termenet c'hoazh e 1920

Emdroadur ar boblañs[kemmañ]

Tres etnek Treuzsilvania: Glas: Roumaned
Gwer: Hungariz
Melen: Alamaned
Bloaz Hollad Roumaned Hungariz Alamaned
1869 4,224,436 59% 25% 9.5%
1880 4,032,851 57% 26% 9.0%
1890 4,429,564 56% 27.1% 12.5%
1900 4,840,722 55% 29.5%% 11.9%
1910 5,262,495 53.7% 31.6% 10.7%
1919 5,259,918 57.1% 26.5% 9.8%
1920 5,208,345 57.3% 25.5% 10.6%
1930 5,114,214 58.3% 26.7% 9.7%
1941 5,548,363 55.9% 29.5% 9%
1948 5,761,127 65.1% 25.7% 5.8%
1956 6,232,312 65.5% 25.9% 6%
1966 6,736,046 68% 24.2% 5.6%
1977 7,500,229 69.4% 22.6% 4.6%
1992 7,723,313 75.3% 21% 1.2%
Skoed-ardamez Treuzsilvania

Skoed-ardamez Treuzsilvania[kemmañ]

Teir rann zo da skoed-ardamez Treuzsilvania :

  • Ul lammergeier (ur gup barvek, arouez noblañs ar Grennamzer) gant an heol hag al loar a bep tu dezhañ (an daou anezho evel arouez ar Szeklered), war ur foñs azur
  • Ur vandenn zisparti ruz a-hed
  • Seizh tour ruz war ur foñs melen zo evit seizh kastell Saksoned Treuzsilvania

Notenn : E 1659 eo bet lakaet sevel ar skoed-ardamez gant Dieta Treuzsilvania. Ar c'hinkladur anezhañ zo bet kemeret diwar arouezioù ar broadoù kavet an enorusañ d'an ampoent : evit Hungariz eo ar gup, en enor d'ar Saksoned eo an tourioù, evit ar Sekuled eo an heol hag al loar. Ne voe ket degemeret kinnig ar Roumaned da ouzhpennañ un tres da zegas soñj eus Dakia war ar skoed.

Gwelet ivez[kemmañ]

Lec'hioù touristel[kemmañ]

Sevenadur[kemmañ]

Daveennoù[kemmañ]

Liammoù diavaez[kemmañ]


Rannvroioù istorel Roumania:
Dobrogea

Moldavia : Bessarabia | Budjak | Bukovina | Hertza

Treuzsilvania : Banat | Crişana | Maramureş

Wallachia : Muntenia | Oltenia