Nervouster
Eus Wikipedia
Nervouster[1] (Noirmoutier e galleg), pe Enez Her[2], a zo un enezenn e gwalarn departamant gall ar Vande, er c'hreisteiz da Vreizh, war aod ar Meurvor Atlantel.
Melestradurezh [kemmañ]
Peder c'humun a zo en enez. Bodet int en ur c'hanton, hini Noirmoutier-en-l'île ha bodet ivez en ur gumuniezh kumunioù, hini Communauté de communes de l'île de Noirmoutier.
Monumantoù ha traoù heverk [kemmañ]
- Kastell Nervouster
- Iliz Sant-Filberzh
- Traezh Le Vieil
- Traezh les Dames
- Porzh Herbaudière