Maxime Maufra

Eus Wikipedia
Krogit e-barzh !
Un danvez pennad eo ar pennad-mañ ha labour zo d'ober c'hoazh a-raok e beurechuiñ.
Gallout a rit skoazellañ Wikipedia dre glokaat anezhañ
Porzh Pont-Aven tro 1893-1894
Mirdi an Arzoù-Kaer, Kemper

Maximilien Émile Louis Maufra (Maxime Maufra) a oa ul livour breizhat, ganet d'ar 17 a viz Mae 1861 e Naoned, (Liger-Atlantel), ha marvet d'an 23 a viz Mae 1918 e Poncé-sur-le-Loir (Sarthe). E-touez arzourien Skol Pont-Aven e oa Maxime Maufra.

Da 18 vloaz e stagas Maufra da livan.

Gant daou arzour Naonedad e oa bet kalonekaet da livañ : ar vreudeur Charles Leduc hag Alfred Leduc, koulz ha gant al livour Charles Le Roux.

E-pad nebeut amzer, e oa chomet da labourat evel kenwerzhour hag e live evit an dudi, eus 1884 da 1890. E-doug ar mare-se en doa graet anaoudegezh gant labour an impresionisted.

Adalek 1890 e tibabas Maufra diskregiñ gant ar vicher kenwerzhour hag en em westlas a-zevri evit e basioun: al livadurioù. Dont a reas da Vreizh er c'hornog, evit kejañ gant Paul Gauguin ha Paul Sérusier. E c'hentañ diskouezadeg livadurioù a voe e 1894, e-barzh an davarn parizian : Toutteville. Da Vreizh e tstroas bep bloaz, dreist holl kostez Kiberen. Chom a rae e Montmartre er Bateau-Lavoir. En a-bep seurt lec'hioù eo bet o veajiñ : en Dauphiné, er Midi, en Aljeria, hag er Savoy.

Dreist-holl eo bet ul livour hag en deus pledet kement gant dremmvroioù ar vro hag gant gweledvaoù an arvor. Deuet oa a-benn da bakout livioù flamm ha nerzhus skol Pont Aven. Ul livour emren e vannas e vuhez-pad, ha gouestlet noa e arz da gened an natur.

Anvet e oa bet e 1916 da livour ofisiel ar Verdeadurezh.

E-barzh Kevredigezh Vroadel Breizh e oa Maxime Maufra, oc'h ober war-dro rann an Arzoù-Kaer.

Liammoù diavez[kemmañ | kemmañ ar vammenn]