Sant-Ervlan

Eus Wikipedia
Mont da : merdeiñ, klask
At-work.jpg Labour ’zo d’ober c’hoazh a-raok peurechuiñ ar pennad-mañ. Ma fell deoc’h reiñ un tamm skoazell, krogit e-barzh. Mar karfec’h reiñ hoc’h ali ha netra ken, grit ’ta e pajenn ar gaozeadenn.


Sant-Ervlan
Gwenn ha Du3.png Kumun eus Breizh
An ti-kêr
An ti-kêr
Ardamezioù
Melestradurezh
Bro istorel Bro-Naoned
Departamant Liger-Atlantel
Arondisamant Naoned
Kanton Pennlec'h 2 kanton
Kod kumun 44162
Kod post 44800
Maer
Amzer gefridi
Charles Gautier
2008-2014
Etrekumuniezh Naoned Meurgêr
Lec'hienn web Ti-kêr
Poblañsouriezh
Poblañs 43 119 ann. (2009)
Stankter 1 436 ann./km²
Douaroniezh
Kenurzhiennoù 47° 12′ 44″ Norzh
1° 38′ 59″ Kornôg
/ 47.2122222222, -1.64972222222
Uhelderioù krenn : 8 m
bihanañ 1 m — brasañ 64 m
Gorread 30,02 km²
Breizh5dept.svg
Lec'hiañ ar gêr
Sant-Ervlan
Map commune FR insee code 44162.png

Sant-Ervlan a zo ur gumun eus Bro-Naoned (stumm ofisiel : Saint-Herblain), e Breizh, e departamant Liger-Atlantel. Charles Gautier eo he maer.

Kumun vrasañ bannlev Naoned eo pa'z eus 43119 annezad dezhi hervez niveradeg an EBSSA e 2009. Se a laka Sant-Ervlan da vezañ dekvet kêr Breizh, ur gêr a gresk buan abaoe ar bloavezhioù 1970.

Taolenn

Douaroniezh [kemmañ]

E kornog Naoned emañ, e norzh al Liger. Tro-dro Sant-Ervlan e kaver eta kumunioù Naoned, Antr etre Sant-Ervlan hag al Liger, Koeron, Saotron hag Orvez.

War Erv Breizh emañ, ul linenn gribenn eus Tolzenn an Arvorig.

Istor [kemmañ]

VIIvet kantved [kemmañ]

Er VIIvet kantved e oa bet krouet ar barrez gant Sant-Ermeland, manac'h eus abati Fontenelle, diwar goulenn eskob Naoned.

XXvet kantved [kemmañ]

Eil brezel-bed: d'ar 16 a viz Gwengolo 1943 e voe taolet 80 bombezenn e Sant-Ervlan gant nijerezioù B-17 eus ar 1st Bombardment Division (United States Army Air Forces) [1].

Darvoudoù-sport a bep seurt [kemmañ]

Ekonomiezh [kemmañ]

Ur gêr war ziorren bras eo, dreist-holl tro-dro d'ar greizenn genwerzhel Altantis, e-kichen dor an hent-tro a zo "Armor" he anv. Takad kenwerzhel brasañ Europa eo. Ne oa nemet 2400 annezad ennañ e 1851, 18760 e 1968 ha bremañ muioc'h a 45000 anezho. Kresket eo war ul lusk a 3% bep bloaz etre 1990 ha 1999. Bremañ eo ret da guzulieren-kêr kavout penaos aozañ ar c'hresk-mañ, stankañ ar boblañs er gumun-vannlev m'emañ anezhañ ha sevel ur vuhez kêr memestra.

Emdroadur ar boblañs 1962-2006 [kemmañ]

Niver a annezidi

Kêraoz [kemmañ]

Erv Breizh zo LODEF brasañ Breizh, gant ouzhpenn 780 lojeiz ennañ. Ur c'harter eo en e-unan. Savet e oa er bloavezhioù 1970. Tennañ a ra e anv eus al linenn gribenn.

Buhez sevenadurel hag arvestoù [kemmañ]

E dor an Arvor emañ staliet Zenith Meurgêr Naoned, sal-abadennoù brasañ Breizh, abaoe miz Kerzu 2006.

Brezhoneg [kemmañ]

Ya d'ar brezhoneg [kemmañ]

  • D'an 3 a viz Ebrel 2009 e oa bet votet ar garta Ya d’ar brezhoneg gant Kuzul-kêr ar gumun.

Deskadurezh [kemmañ]

  • Diwan en deus digoret e 2008 e skolaj kentañ el Liger-Atlantel.[1]
  • E distro-skol 2012 e oa 47 skolajiad enskrivet er skolaj Diwan[2].

Kelenn d'an oadourien [kemmañ]

  • Kentelioù evit an dud deuet a zo eno abaoe 2001 gant ar gevredigezh Kentelioù an Noz.[2]
  • Meur a obererezh dudi a vez kinniget gant Kentelioù an Noz e-kichen ar c'hentelioù : pleustradegoù c'hoariva, labour dorn, bodad lenn, bodad komz, keginañ, dañs, kanañ, golf, mell-droad, baleadegoù ha kement 'zo.

Buhez foran [kemmañ]

  • E 2008 e oa bet digoret e-kichen skolaj Diwan al Liger-Atlantel, ar vediaoueg "KDSK" (Kreizenn dafar sevenadurel keltiek) gant Maripol Gouret. Ul lec'h eskemm ha daremprediñ eo KDSK, evit klask titouroù, amprestiñ levrioù, pladennoù DVDoù, kazetennoù. [3]

Tud dibar [kemmañ]

Gevelliñ [kemmañ]

Un emglev mignoniezh a zo gant Bethlehem e Palestina. Paeroniñ a ra ivez Cleja e Roumania.

Liammoù diavaez [kemmañ]

Dave ha notennoù [kemmañ]

  1. Eddy Florentin, Quand les Alliés bombardaient la France 1940-1945, Embannadurioù Perrin, Dastumadenn Tempus, 2008, pajenn 252
  2. Ofis ar Brezhoneg