Sant-Sebastian-an-Enk
Eus Wikipedia
| Sant-Sebastian-an-Enk | ||
|---|---|---|
Monumant ar re varv hag an iliz Sant Sebastian |
||
| Melestradurezh | ||
| Bro istorel | Bro Naoned | |
| Departamant | Liger-Atlantel | |
| Arondisamant | Naoned | |
| Kanton | Naoned-10 | |
| Kod kumun | 44190 | |
| Kod post | 44230 | |
| Maer Amzer gefridi |
Joël Guerriau 2008-2014 |
|
| Etrekumuniezh | Naoned Meurgêr | |
| Lec'hienn web | Ti-kêr | |
| Poblañsouriezh | ||
| Poblañs | 24 726 ann. (2009) | |
| Stankter | 2 122 ann./km² | |
| Douaroniezh | ||
| Kenurzhiennoù | ||
| Uhelderioù | krenn : 24 m bihanañ 2 m — brasañ 33 m |
|
| Gorread | 11,65 km² | |
|
|
||
|
|
||
Ur gumun eus Breizh e departamant al Liger-Atlantel eo Sant-Sebastian-an-Enk. E gevred Naoned emañ.
24726 den a zo enni ha dre-se eo 5vet kumun an departamant.
Taolenn |
Istor [kemmañ]
Aigne (Enk) a oa an anv ar barrez er penn-kentañ, en XIIIvet kantved (etre 1179 ha 1286). Er barrez e oa daou rann: rann (bremañ e Naoned) herberc’hti Sant Jakez, gant ur chapel, ha rann iliz Sant Sebastian.
Abaoe ar XIVvet kantved betek an XVIIIvet kantved (1792), ul lec’h pirc’hirinerezh a-enep d'ar vosenn a oa an iliz Sant Sebastian.
XXvet kantved [kemmañ]
- Eil brezel-bed: d'an 21 a viz Even 1940 e voe kaset d'an diaz ur c'harr-nij Potez 63-11 eus an aerlu gall (Armée de l'Air) gant ar "Flak" alaman e Sant-Sebastian-an-Enk; mervel a reas an tri nijour a oa en e vourzh [1].
Tud [kemmañ]
- Familh Lyrot de la Patouillère : en XVIIIvet kantved penn-tiegezh ar familh Lyrot a oa an aotrou e Sant-Sebastian (e La Patouillère, La Métairie hag all lec'hiou). Daou izili ar familh zo dibar : François, jeneral en arme ar Vande e 1793 (aet d’an anaon e 1793) ; Philippe-Hervé, mab François, ofiser war vor, e gopr ar Republik.
- Pierre Cambronne : jeneral gall, ganet e Naoned d’ar 26 a viz Kerzu 1770 hag aet d’an anaon e Naoned d’ar 29 a viz Genver 1842.
E Sant-Sebastian a oa tiez d’ar familh Cambronne ha da Bêr Cambronne (La Treille ; La Tullaye, bremañ d'ar c'huzul-kêr ; La Baugerie, bremañ skolaj teknikel).
Ganedigezhioù [kemmañ]
- 1809 : Élisa Mercoeur, barzhez.
Marvioù [kemmañ]
Brezhoneg [kemmañ]
Kentelioù brezhoneg a vez kinniget d'an dud deuet abaoe 2001 gant ar gevredigezh Kentelioù an Noz.
Monumantoù ha traoù heverk [kemmañ]
Douaroniezh [kemmañ]
Emdroadur ar boblañs 1962-2006 [kemmañ]
Niver a annezidi 