Vogalenn etre

Eus Wikipedia
Mont da : merdeiñ, klask
Vogalennoù
Gwelit ivez: LFE, Kensonennoù
A-raok Tost a-raok A-greiz Tost a-dreñv A-dreñv
Serr
Blank vowel trapezoid.svg
i • y
ɨ • ʉ
ɯ • u
ɪ • ʏ
• ʊ
e • ø
ɘ • ɵ
ɤ • o
ɛ • œ
ɜ • ɞ
ʌ • ɔ
æ •
a • ɶ
ɑ • ɒ
Damserr
Serr-etre
Etre
Digor-etre
Damzigor
Digor
Ront eo ar vogalennoù a-zehoù e pep par

Er yezhoniezh e vez implijet an termen vogalenn etre (saoz.: mid vowel) war dachenn ar fonetik hag ar fonologiezh evit komz eus ur vogalenn ma vez lec'hiet an teod hanter-hent etre ur vogalenn digor hag ur vogalenn serr.

N'eus e gwirionez nemet ur vogalenn etre rik ganti un arouezenn ispisial hervez al LFE, da lâret eo ar vogalenn etre kreiz pe schwa, skrivet [ə].

A-hend-all e reer un diforc'h etre vogalennoù serr-etre ha vogalennoù digor-etre hervez ma vezont serroc'h pe digoroc'h:

  • vogalenn serr-etre a-raok nann-ront [e], d.s. bzh. ger
  • vogalenn serr-etre a-raok ront [ø], d.s. bzh. cheu
  • vogalenn serr-etre a-greiz nann-ront [ɘ], d.s. rus. солнце ([ˈsonʦɘ]; "heol")
  • vogalenn serr-etre a-greiz ront [ɵ], d.s. sved. dum ("sot")
  • vogalenn serr-etre a-dreñv nann-ront [ɤ], d.s. skos. d'oirbh ([d̪̊ɤrʲɤv]; "diaes")
  • vogalenn serr-etre a-dreñv nann-ront [o], d.s. al. Kohl ("kaol")
  • vogalenn etre kreiz [ə], d.s. gall. je ("me")
  • vogalenn digor-etre a-raok nann-ront [ɛ], d.s. bzh. kêr
  • vogalenn digor-etre a-raok ront [œ], d.s. bzh. reuz
  • vogalenn digor-etre a-greiz nann-ront [ɜ], d.s. saoz. her ("hi")
  • vogalenn digor-etre a-greiz ront [ɞ], d.s. iwerzh. tomhail ([tɞ̜ːlʲ]; "debr!")
  • vogalenn digor-etre a-dreñv nann-ront [ʌ], d.s. iwerzh. ola ([ʌlˠə]; "eoul")
  • vogalenn digor-etre a-dreñv nann-ront [ɔ], d.s. bzh. torr

Gwelit ivez:[kemmañ]