Vogalenn digor

Eus Wikipedia
Mont da : merdeiñ, klask
Vogalennoù
Gwelit ivez: LFE, Kensonennoù
A-raok Tost a-raok A-greiz Tost a-dreñv A-dreñv
Serr
Blank vowel trapezoid.svg
i • y
ɨ • ʉ
ɯ • u
ɪ • ʏ
• ʊ
e • ø
ɘ • ɵ
ɤ • o
ɛ • œ
ɜ • ɞ
ʌ • ɔ
æ •
a • ɶ
ɑ • ɒ
Damserr
Serr-etre
Etre
Digor-etre
Damzigor
Digor
Ront eo ar vogalennoù a-zehoù e pep par

Er yezhoniezh e vez implijet an termen vogalenn digor (saoz.: open vowel) war dachenn ar fonetik hag ar fonologiezh evit komz eus ur vogalenn ma vez lec'hiet an teod ar tostañ posubl ouzh toen ar genoù. A-wezhoù e vez graet vogalennoù izel (saoz. low vowels) oute ivez oc'h ober dave d'ar fed m'ac'h a beg an teod war izelaat.

Kavet e vez ar vogalennoù-mañ en darn-vrasañ eus yezhoù ar bed.

Setu ar vogalennoù digor gant bep o arouezenn hervez reolennoù treuzskrivañ al lizherenneg fonetikel etrebroadel:

  • vogalenn digor a-raok nann-ront: [a], d.s. bzhg.: paper
  • vogalenn digor a-raok ront [ɶ][1], d.s. al. Aostria Seil ("fiselenn")
  • vogalenn digor a-dreñv nann-ront [ɑ], d.s. saoz. father ("tad")
  • vogalenn digor a-dreñv ront [ɒ], d.s. saoz. bother ("strafuilh")

War live fonologel ur yezh resis bennak e c'heller ober "vogalenn digor" eus n'eus forzh peseurt vogalenn digoroc'h evit ur vogalenn etre, da lâret eo vogalennoù digor rik, vogalennoù damzigor ha vogalennoù digor-etre.

Gwelit ivez[kemmañ]

Notennoù ha daveennoù[kemmañ]

  1. N'anavezer yezh ebet ma vez diforc'het etrezi ha [œ] evel fonemennoù disheñvel