Surf

Eus Wikipedia

Ar pennad-mañ a zo ul lodenn eus ur raktres kaset da benn gant Lise Diwan Karaez.


Krouet eo bet ar bajenn-mañ gant ul lisead·ez. Evit gouzot hiroc'h kit da welet amañ. Gallout a rit reizhañ ar pennad, met evit mad ar raktres e vefemp plijet mar rofec'h hoc'h ali diwar al labour (hag a vo priziet) bet graet gant al lisead·ez ; grit 'ta e pajenn ar gaozeadenn.


  • Pa vo bet bet kaset ar raktres da benn-vat ha goude ma vo bet reizhet ar pennad e vo mat tennañ kuit ar patrom-mañ.


Surf en Hawaii, J. G. Wood, 1871

Ar surf (ger saoznek : "gwagenn a dorr en aod") zo ur sport a orin hawaiian hag a c'hoarvez er mor. Riklet e vez war-sav war ur plankenn war ur wagenn o vont da derriñ en aod. Graet e vez surf war gwagennoù a vent bras a-walc'h evit gellout dougen pouez ar surfer·ez ha hini ar plankenn.

Istor[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Dizoloet oa bet ar surf gant James Cook (1728-1779) e-kerzh e drede beaj. Erruet-eñ en inizi Sandwich, anv kozh Hawaii, e verzhas e oa tud hag o doa plijadur o neuial betek ar pezh a vez anvet line up, al lec'h ma krog ar gwagennoù da darzhañ betek erruout war an aod, hag a zeue war gein ar wagenn, war-sav, gant plankennoù bet troc'het en ur c'hef.

He'e nalu ("Riklañ war ar gwag") e anv en hawaieg, ar surf oa bet difennet diwar gourc'hemenn an [[SUA[Amerikaned]] dre ma veze graet en noazh, ar pezh a feuke anezho.

Pa oa bet dizoloet ar sport-se gant James Cook en doa merzhet e oa krogadoù etrezo. Gant al live o doa tapet e surf ha hervez an disoc'hoù bet er c'hrogadoù e kreske rummad sokial an dud er gevredigezh.

A-drugarez d'ar surfer Zuke Kahanamoku (1890-1968, e penn-kentañ an {{XXvet kantved]], en em strewas ar surf betek an inizi Hawaii hag er memes amzer betek ar Stadoù-Unanet hag Aostralia. Kregiñ a reas a-zevri gant ar c'henwerzhouriezh e bed ar surf er bloavezhioù 1950, 1960 gant araokerezh an teknikoù. Kregiñ a eure ar shapers (an dud a fard plankennoù) d'ober gant dañvez kenaozet evit kreñvaat ar plankenn hag aesaat an implij. E koad e chome an darn vrasañ eus ar plankennoù koulskoude. En em ledanet e oa dija betek aodoù Kalifornia, ha krogadoù ofisiel a voe aozet.

E Sylt e 1966

Gant ar c'hirri-tan o stankaat er bed kornogogel,ec'h eas pelloc'h-pellañ sevenadur ar surf. Beajiñ a rae ar surferion hag ar surferezed evit tizhout aodoù espar ha kavout AR spot gwellañ. Plankennoù hir-tre (etre 2 ha 5 metr), anvet longboards, a veze implijet ganto c'hoazh. Skuizhus-tre e oant da zougen drema oant hir ha pounner ; diwar-se e klaskas ar shapers kavout dañvez skañvoc'h, plankennoù gant mentoù disheñvel, hag ouzhpennet e voe angelloù evit stabilaat treuz ar plankenn en dour. Soñjet e voe implijout an hevelep dañvezioù hag en aerlestrerezh, da skouer, ha poliuretan a voe erlec'hiet ouzh ar c'hoad, hag ur rousin ouzhpenn evit kreñvaat ar plankenn.

E-tro ar bloavezhioù 1950 ec'h erruas ar surf en Europa, en Iparralde, e-kichen Biarritz, kent en em strewiñ a-hed aodoù ar Meurvor Atlantel. Kampionadoù a voe aozet, hag e 1960 e voe dalc'het kentañ Kampionad Frañs. E 1964 e voe krouet ar skol surf kent~añ e Biarritz ; 55 000 a dud a oa enskrivet en FFS (Fédération Française de Surf) e 2015[1], Breizh e-barzh.

Breizh zo e-touez al lec'hioù ma 'z eus ar muiañ a surferien. Stankoc'h-stankañ eo e Breizh an traezhennoù ma vez gwagennoù bras ; en arbenn da se e teu startoc'h da dapout gwagennoù hep ma vefe ur penn beulke tri mil amoet o wic'hal : « hag ar brioriezh ? ».

Spot[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Ur spot zo ul lec'h ma vez gwagennoù bras. Lod lec'hioù zo mil-brudet ha lod all zo miret divrud. War un draezhenn eo an darn vrasañ anezho, met a-wechoù e vez gwagennoù kreñv tost d'ur porzh pe war kerreg e kreiz neblec'h. Cheñchet e vez spot hervez duc'hadur an avel, diouzh an amzer, an houlañchenn hag an avel. Pep surfer en deus e homespot, al lec'h ma plij dezhañ ar muiañ riklañ. War-lerc'h, hervez ardremez pemdeziek ar gwagennoù, e c'hell mont d'ur spot all. "Spot gwareziñ" a reer eus ul lec'h ma ne sko ket ken kreñv an houlenn. Riklet e vez war ar spotoù gwarezet pa darzh re greñv an houlenn evit surfiñ er spotoù boas.

A-drugarez da lieseurtegezh aochoù Breizh ez eo liesseurt ar spotoù evit surfiñ. Spotoù mil anavezet zo e Breizh, an hini brudetañ o vezañ Beg an Dorchenn e dibenn bae Gwaien ; eno e voe savet ar c'hentañ skol surf e Breizh, ha betek 10 skol surfiñ zo bet eno.

Ar Palud e Gourenez Kraozon zo anavezet mat ivez, evel Aod Gouez Kiberen. An dalc'h gant ar spotoù-se ez eo, e vezont darempredet stank. E-pad an hañv e c'heller gwelet tri c'hant surfour war an dour e beg an Dorchenn.

Evel al lec'hioù pesketa e chom lod spotoù divrud-kaer : kalz anezho zo e Breizh met an aliesañ e chomont etre surferien ar vro.

Plankennoù disheñvel[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

6 doare plankenn

E penn-kentañ ar surf ne veze implijet nemet plankennoù hir-tre (longboards). Met a-feur ma kreske niver ar surferien ez eus bet ijinet plankennoù all, diouzh stumm an dud. Da verroc'h-verrañ ec'h eas ar plankennoù surf. E-leiz a blankennoù disheñvel a gaver bremañ. Satu amañ ar re voutinañ.

  • Al longboard zo ur plankenn hir-tre, etre 2,75 m ha 6 m. Pounner-tre eo ar plankenn-se ha tev a-walc'h ivez.
  • Ar gun zo ur plankenn a vent krenn, etre 2,10 m ha 3 m. Implijet e vez evit riklañ war gwagennoù bras. Moan-tre eo ar gun, dre-se ez eo aesoc'h evit treiñ met diasoc'h evit roeñvañ.
  • Ar shortboard zo ur plankenn berr, etre 1,50 m ha 2,10 m.
  • Ar fish zo ur plankenn berr a-walc'h, hir evel ar shortboard met ledanoc'h a-galz, ar pezh a zegas stabilded d'ar rikler gant un tail (lost) "troc'het" a-ratozh evit aesaat ar flod.

Teknik[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Un teknik dibar zo ret mestroniañ evit chom war-sav war ar plankenn, ha kempouez dreist-holl. Take off ("dibradañ") a reer eus ar prantad trumm-tre, goude roeñviñ betek ar wagenn, ma saver war ar plankenn war kein ar wagenn etre an eonenn o tarzhañ hag ar vuzell.

Regular ("reizh") eo neb a laka e c'har gleiz en a-raok, ha goofy ("droch") neb a ra gant ar c'har zehou ; an hevelep termenadur zo bet kemeret e bed ar skateboard.

Deveradurioù[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Gant emled ar sevenadur surf ez eus bet deveret sportoù all diwar ar memes santadoù hag ar blijadur da riklañ war gwagennoù ha da gaout plijadur o vezañ a-gevret gant an dour, an natur hag ar gwagennoù.

Bodyboarding[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Ar bodyboard zo ur sport hag a vez graet er gwagennoù ivez. Ret eo roeñviñ buan a-walc'h evit tapout ar wagenn gant ur plankenn e spoue anvet body hagriklañ war kein ar wagenn. Gant palvezioù en treid e c'heller roeñviñ a-daol-trumm hag en em lañsañ war ar wagenn, astennet war ar plankenn.

Standup paddleboarding[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Evit ar sport-se ec'h implijer ur plankenn hir, tevoc'h eget ul longboard, ha stabiloc'h c'hoazh dre-se. Kemeret e vez ar gwagennoù war-sav gant sikour ur roeñv. Chom a reer en diabell rak loc'hañ a-bell a ranker, ha tapout a reer pep gwagenn a drugarez d'an nerzh kreñv a gaser gant an taolioù roeñv. Roeñvet e vez betek bezañ sammet gant ar wagenn, ha bleinet e vez ar plankenn gant ar surfer lec'hiet war lost ar plankenn.

Bodysurfing[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Ar bodysurf eo ar surf hep plankenn ebet : neuial a reer betek ar wagenn evit bezañ sammet ganti ha riklañ warni betek ar sec'h.

Skimboarding[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Er sport-se e vez implijet ur plankenn treut-tre, e koad peurliesañ. Paket e vez ar wiskennad dour hag a chom a-rez an dour goude tremen ar wagenn, pe mod all e vez kemeret ur wagenn e beachbreak, da lavaret eo pa strak (ur wagenn hag a strak war an draezhenn.


Levrlennadur[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

  • (fr) Lemarié, Jérémy : Surf – Une histoire de la glisse, de la première vague aux Beach Boys, Arkhê Éditions, 2021 (ISBN 978-2-918682-80-6)
  • (fr) AJ Dungo : In waves [romant grafek], Casterman, 2019 (ISBN 978-2-203-19239-3)

Notennoù[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

  1. (fr) FFS



Commons
Commons
Muioc'h a restroù diwar-benn

a vo kavet e Wikimedia Commons.