Valparaíso
Eus Wikipedia
Valparaíso (distaget IPA [balpaɾaˈiso] e spagnoleg) a zo ur gêr hag ur porzh eus Chile. Emañ war ribl ar Meurvor Habask, nepell diouzh ar gêr-benn, Santiago de Chile.
Trede kêr vrasañ Chile eo Valparaíso, goude Santiago ha Concepción. Savet e voe gant ar Spagnoled e 1536. Gouzañvet he deus kêr meur a wech diwar krenoù-douar kreñv.
Tud brudet[kemmañ]
- Salvador Allende, politikour, ganet e Valparaíso d'ar 26 a viz Gouere 1908.