Kensonenn dre fri

Eus Wikipedia
Mont da : merdeiñ, klask
Doareoù distagañ
Dre serriñ
Klikoù
Tarzhañ
Strakal
Entarzhañ
Fic'hal
Travat
C'hwitellat
Heson
Fri
Stlakat
Froumal
Tostaat
Linkus
Vogalennoù
Damvogalennoù
A-gostez

Er yezhoniezh e vez implijet an termen kensonenn dre fri anvet ivez kensonenn fri pe c'hoazh frienn (saoz.: nasal consonant) war dachenn ar fonetik hag ar fonologiezh evit komz eus ur gensonenn ma vez leuskl an aer da redek dre ar fri keit ha ma vez damstanket an aer ha/pe harzhet da vont kuit dre stokat pe tostaat an teod stok ouzh un organ fonadur bennak. Kemmañ a ra son ur gensonenn dre fri hervez an organoù fonadur ma vezont implijet evit serriñ ar genoù.

Kavet e vez stankañ a-galz kensonennoù dre fri mouezhiet evit divouezh.

Ral-kenañ eo ar yezhoù ma reont hep sonennoù dre fri ebet, en o zouez yezhoù wakachek 'zo.

Setu ar c'hensonennoù dre serriñ pennañ gant bep o arouezenn hervez reolennoù treuzskrivañ al lizherenneg fonetikel etrebroadel:

  • [m] kensonenn diweuz dre fri (mouezhiet), d.s. bzhg. mar mouz
  • [ɱ] kensonenn gweuz-dent dre fri (mouezhiet), d.s. kat. enviar ([əɱˈbjaɾ]; "kas")
  • [n̪] kensonenn dent dre fri (mouezhiet), d.s. bzhg. "kantreal
  • [n] kensonenn kevig dre fri (mouezhiet), d.s. saoz. no ("nann")
  • [ɳ] kensonenn tro-fin dre fri (mouezhiet), d.s. sañsk. कारण ([kɑːrəɳə]; "abeg")
  • [ɲ] kensonenn staon dre fri (mouezhiet), d.s. bzhg. ognon
  • [ŋ] kensonenn drekstaon dre fri (mouezhiet), d.s. sinaeg (mand.) 北京 ([pei˨˩˦ tɕɪŋ˥˥]; "Beijing")
  • [ɴ] kensonenn huged dre fri (mouezhiet), d.s. jap. 日本 ([nihoɴ]; "Japan")


Gwelit ivez:[kemmañ]

  Kensonennoù Gwelit ivez: LFE, Vogalenn  
Skeventel Diweuz Gweuz-dent Dent Kevig Drekkevig Tro-gil Staon Drekstaon Huged Lañchenn Ankoue Troc’h-avel Nann-skeventel hag arouezennoù all
Dre fri m ɱ n ɳ ɲ ŋ ɴ Klikoù  ʘ ǀ ǃ ǂ ǁ
Dre serriñ p b t d ʈ ɖ c ɟ k ɡ q ɢ ʡ ʔ Entarzh.  ɓ ɗ ʄ ɠ ʛ
Dre daravat  ɸ β f v θ ð s z ʃ ʒ ʂ ʐ ç ʝ x ɣ χ ʁ ħ ʕ ʜ ʢ h ɦ Dre strakal 
Dre dostaat  β̞ ʋ ð̞ ɹ ɻ j ɰ A-gostez all  ɺ ɫ
Dre froumal ʙ r ʀ Kendistaget dre dostaat ʍ w ɥ
Dre stlakat ̟ⱱ̟ ɾ ɽ Kendistaget dre daravat ɕ ʑ ɧ
A-gostez dre daravat ɬ ɮ Dre fic'hal  ʦ ʣ ʧ ʤ
A-gostez dre dostaat l ɭ ʎ ʟ Kendistaget dre serr.  k͡p ɡ͡b ŋ͡m
An arouezennoù a-zehoù e pep par mar bez a ra dave d'ur gensonenn mouezhiet. E gris emañ ar sonioù ma kreder dibosubl o c'havout.


Gwelit ivez:[kemmañ]