Klik drekkevig

Eus Wikipedia
Mont da : merdeiñ, klask
LFE – niverenn 178
LFEunicode ǃ
LFE – skeudenn {{{imagesize}}}
X-SAMPA !\
Selaou 

Unan eus ar c'hensonennoù e taolennoù ofisiel al lizherenneg fonetikel etrebroadel ganti un arouezenn ispisial eo ar c'hlik drekkevig pe kevig treuzskrivet [ǃ] hervez reolennoù al LFE, ganti an niverenn dave 177. Betek 1989 e veze skrivet [ʗ].

Disheñvel e oa an arouezenn er penn-kentañ diouzh ar pik estalammañ, bet savet diwar arouezenn ar c'hlik dent dindanañ ur sin diakritek implijet evit merkañ ar c'hensonennoù tro-gil.

Ur familh klikoù eo ar c'hlikoù dent implijet evel fonemoù en un nebeud familhoù yezh komzet en Afrika hag e luc'haj lidel an damineg komzet en Aostralia nemetken.

Kavet e vez stank klikoù dent er yezhoù koiek-sanek hag er yezhoù ngouniek komzet tro-war-dro bet levezonet gante, dreist-holl ar zouloueg hag ar xhosaeg ha sothoeg. E yezhoù ngounieg all, da skoer ar swatieg hag an ndebeleg, avat e kaver klikoù dent e lec'h klikoù (drek)kevig,

Gant an hazdaeg, ur yezh digenvez anezhañ, e vez implijet pevar c'hlik drekkevig: drekkevig tenuis ([kǃ]); drekkevig c'hwezhet ([kǃʰ]); drekkevig dre fri ([ŋǃ]) ha; drekkevig-troc'h avel dre fri divouezh ([ŋ̊ǃʔ]).

Kendistaget e e vez ar c'hlik-mañ atav evel-hen, da skouer:

E gresianeg e vez implijet ur c'hlik drekkevig pe ur c'hlik dent evit lâret "nann" e lec'h όχι.

Gwelit ivez:[kemmañ]

  Kensonennoù Gwelit ivez: LFE, Vogalenn  
Skeventel Diweuz Gweuz-dent Dent Kevig Drekkevig Tro-gil Staon Drekstaon Huged Lañchenn Ankoue Troc’h-avel Nann-skeventel hag arouezennoù all
Dre fri m ɱ n ɳ ɲ ŋ ɴ Klikoù  ʘ ǀ ǃ ǂ ǁ
Dre serriñ p b t d ʈ ɖ c ɟ k ɡ q ɢ ʡ ʔ Entarzh.  ɓ ɗ ʄ ɠ ʛ
Dre daravat  ɸ β f v θ ð s z ʃ ʒ ʂ ʐ ç ʝ x ɣ χ ʁ ħ ʕ ʜ ʢ h ɦ Dre strakal 
Dre dostaat  β̞ ʋ ð̞ ɹ ɻ j ɰ A-gostez all  ɺ ɫ
Dre froumal ʙ r ʀ Kendistaget dre dostaat ʍ w ɥ
Dre stlakat ̟ⱱ̟ ɾ ɽ Kendistaget dre daravat ɕ ʑ ɧ
A-gostez dre daravat ɬ ɮ Dre fic'hal  ʦ ʣ ʧ ʤ
A-gostez dre dostaat l ɭ ʎ ʟ Kendistaget dre serr.  k͡p ɡ͡b ŋ͡m
An arouezennoù a-zehoù e pep par mar bez a ra dave d'ur gensonenn mouezhiet. E gris emañ ar sonioù ma kreder dibosubl o c'havout.