Klik (yezhoniezh)

Eus Wikipedia
Mont da : merdeiñ, klask

Er yezhoniezh e vez implijet an termen klik (saoz.: click consonant) war dachenn ar fonetik hag ar fonologiezh evit komz eus ur gensonenn nann-skeventel produet dre serriñ ar genoù e daou lec'h distagañ war un dro en ul lakaet da vont kuit an aer er genoù dre sunañ gant an teod.

Tost pe dostoc'h eo son ur c'hlik ouzh ur gensonenn dre serriñ pe ouzh ur gensonenn dre daravat hervez al lec'hioù distagañ resis.

Kavet e vez klikoù en holl yezhoù koiek-sanek komzet e su Afrika hag ivez en un nebeut yezhoù bantouek komzet war o zro, evel da skouer ar xhosaeg hag ar zouloueg. Implijet e vezont ivez gant ar hadzaeg hag ar sandaweg komzet e Tanzania hag e dahaloeg, ur yezh kouchitek komzet e Kenya.

Er-maez eus Afrika ne vez kavet klikoù nemet en un doare kevrinnek euis al lardileg komzet en Aostralia, distaget dre kas an aer er-maez eus ar genoù kentoc'h evit davet ar gorzhailhenn evel ma c'hoarvz a-hend-all gant ar c'hlikoù er yezhoù afrikanek.

Kavet e vez sonennoù heñvel ouzh ar c'hlikoù e yezhoù all, evel da skouer ar saozneg, met ne dalvezont ket enne da fonemennoù, da skouer e gresianeg e vez implijet [ǀ] evit nac'hañ.

Setu roll ar c'hlikoù diazez gant bep o arouezenn hervez reolennoù treuzskrivañ al lizherenneg fonetikel etrebroadel:

  • [ʘ]: klik diweuz
  • [ǀ]: klik dent
  • [ǂ]: klik staon pe kevig-staon
  • [ǃ]: klik drekevig pe tro-gin
  • [ǁ]: klik kevig a-gostez


Ouzhpenn an doare distagadur pennañ e c'hell bezañ ambrouget ur c'hlik gant meur a gendistagadur a eil renk war un dro, da skouer dre c'hwezhañ, dre fri, hugedet, dre fic'hal, hag all. Setu un nebeud skouerioù:


  Kensonennoù Gwelit ivez: LFE, Vogalenn  
Skeventel Diweuz Gweuz-dent Dent Kevig Drekkevig Tro-gil Staon Drekstaon Huged Lañchenn Ankoue Troc’h-avel Nann-skeventel hag arouezennoù all
Dre fri m ɱ n ɳ ɲ ŋ ɴ Klikoù  ʘ ǀ ǃ ǂ ǁ
Dre serriñ p b t d ʈ ɖ c ɟ k ɡ q ɢ ʡ ʔ Entarzh.  ɓ ɗ ʄ ɠ ʛ
Dre daravat  ɸ β f v θ ð s z ʃ ʒ ʂ ʐ ç ʝ x ɣ χ ʁ ħ ʕ ʜ ʢ h ɦ Dre strakal 
Dre dostaat  β̞ ʋ ð̞ ɹ ɻ j ɰ A-gostez all  ɺ ɫ
Dre froumal ʙ r ʀ Kendistaget dre dostaat ʍ w ɥ
Dre stlakat ̟ⱱ̟ ɾ ɽ Kendistaget dre daravat ɕ ʑ ɧ
A-gostez dre daravat ɬ ɮ Dre fic'hal  ʦ ʣ ʧ ʤ
A-gostez dre dostaat l ɭ ʎ ʟ Kendistaget dre serr.  k͡p ɡ͡b ŋ͡m
An arouezennoù a-zehoù e pep par mar bez a ra dave d'ur gensonenn mouezhiet. E gris emañ ar sonioù ma kreder dibosubl o c'havout.


Gwelit ivez:[kemmañ]