Kensonenn huged dre strakal

Eus Wikipedia
Mont da : merdeiñ, klask
LFE – niverenn 111 + 401
LFEunicode
LFE – skeudenn IPA uvular ejective.png
X-SAMPA q_>
Selaou 

Unan eus ar c'hensonennoù e taolennoù ofisiel al lizherenneg fonetikel etrebroadel ganti un arouezenn ispisial eo ar gensonenn huged dre strakal treuzskrivet [qʼ] hervez reolennoù al LFE, ganti an niverenn dave 111 + 401 (sin diakritek).

Divouezh eo an holl gensonennoù dre strakal.

Skouerioù[kemmañ]

Ur gensonenn dre strakal
Kavet e vez ur gensonenn huged dre strakal plaen en darn vrasañ eus ar yezhoù bizkaokazek, ar yezhoù sukaokazek, e yezhoù atabaskek 'zo hag ivez en itelmeneg, e ketchwaeg hag en aymareg, d.s.:

Div gensonenn dre strakal
En darn vrasañ eus ar yezhoù salichek, an tlingiteg, an adigeg hag ar c'habardeg e vez enebiet ur gensonenn huged dre strakal plaen ouzh ur gensonenn huged dre strakal gweuzet, d.s.:

En ac'hvac'heg (akhvakh) e vez graet un diforc'h etre kensonennoù huged dre strakal stign ha laosk, d.s. [qʼaː] soubenn kv. [qːʼama] kribenn ar c'hilhog.

Teir c'hensonenn dre strakal

Pemp kensonenn dre strakal

  • Oubic'heg: unan eus ar c'hensonennoù kavet ar stankañ er yezh-mañ eo ar gensonenn huged dre strakal plaen dre ma vez implijet el lostger /-qʼa/ a dalvez evit merkañ an amzer-dremenet. Gant an oubic'heg e vez enebiet ar gensonenn huged dre stakal plaen ouzh ur gensonenn staonekaet, gweuzet hag ivez gourlañchennekaet, d.s. [qʼaqʼa] hen lâret a reas, [məqʲʼ] bihan ha ront, [qʷʼa] tapout, [qˁʼaqˁʼ] chaokat, [qʷˁʼa] mougev.

Gwelit ivez:[kemmañ]


  Kensonennoù Gwelit ivez: LFE, Vogalenn  
Skeventel Diweuz Gweuz-dent Dent Kevig Drekkevig Tro-gil Staon Drekstaon Huged Lañchenn Ankoue Troc’h-avel Nann-skeventel hag arouezennoù all
Dre fri m ɱ n ɳ ɲ ŋ ɴ Klikoù  ʘ ǀ ǃ ǂ ǁ
Dre serriñ p b t d ʈ ɖ c ɟ k ɡ q ɢ ʡ ʔ Entarzh.  ɓ ɗ ʄ ɠ ʛ
Dre daravat  ɸ β f v θ ð s z ʃ ʒ ʂ ʐ ç ʝ x ɣ χ ʁ ħ ʕ ʜ ʢ h ɦ Dre strakal 
Dre dostaat  β̞ ʋ ð̞ ɹ ɻ j ɰ A-gostez all  ɺ ɫ
Dre froumal ʙ r ʀ Kendistaget dre dostaat ʍ w ɥ
Dre stlakat ̟ⱱ̟ ɾ ɽ Kendistaget dre daravat ɕ ʑ ɧ
A-gostez dre daravat ɬ ɮ Dre fic'hal  ʦ ʣ ʧ ʤ
A-gostez dre dostaat l ɭ ʎ ʟ Kendistaget dre serr.  k͡p ɡ͡b ŋ͡m
An arouezennoù a-zehoù e pep par mar bez a ra dave d'ur gensonenn mouezhiet. E gris emañ ar sonioù ma kreder dibosubl o c'havout.