Yezhoù bizkaokazek

Eus Wikipedia

Ur familh-yezhoù eo ar yezhoù bizkaokazek (anvet ivez yezhoù kaspek pe yezhoù dagestanek) komzet e Dagestan dreist-holl, met ivez e norzh Azerbaidjan ha Georgia.

Brudet eo yezhoù ar familh-mañ abalamour d'ar fonologiezh luziet-tre implijet gante, enni betek 60 kensonenn ha 30 vogalenn.

Yezhoù ergativel daspegel ivez eo an holl anezhe, hag implijet vez gante meur a gas.

Renkadur ar yezhoù bizkaokazek[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Ez-hengounel e vez isrannet yezhoù ar familh-mañ e tri bloc'had pennañ evel-hen:

Yezhoù avarek-andiek-didoek[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Komzet e kornôg Dagestan

Ne vez skrivet yezh nag andiek na yezh didoek ebet. implijet e vez an avareg evel yezh dre skrid en o lec'h.

Yezhoù lakek-darvek[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Komzet e douaroù-uhel kreiz Dagestan

  • Lakeg (komzet gant 82,010 den)
  • Dargweg (dargva: komzet gant 227,302 den)

Implijet e vez an div yezh-mañ kement dre skrid ha dre gomz.

Yezhoù lezgiek[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Komzet e vez ar yezhoù lezgiek e douaroù-huel $Southeast Dagestan hag e norzh Azerbaidjan.

Ne vez skrivet nemet al lezgieg hag an tabasareg. Dre gomz e vez implijet ar yezhoù all hepmuiken.

Gwelet ivez[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Liammoù diavaez[kemmañ | kemmañ ar vammenn]