Adigeg

Eus Wikipedia
Mont da : merdeiñ, klask

Ur yezh kaokazek ar gwalarn eus skourr ar yezhoù kirkasek eo an adigek (Адыгэ) anvet ivez kirkaseg tcherkeseg komzet gant tro-dro da 300.000 den e Republik Adigea e Rusia (125.000 den), Irak, Israel, Jordania, Republik Makedonia, Siria ha Turkia.

Gant ar rusianeg ez eo an adigeg unan eus div yezh kenofisiel Adigeya. E Turkia e vez kavet an darn vrasañ eus an dud a ra gant ar yezh-mañ. Eno avat n'he deus statud ofisiel ebet.

Ken tost eo an adigeg d'ar c'habardeg ma vez lâret alies a-walc'h ez eo ur rannyezh anezhañ.

Unvaet e oa ar yezh goude Dispac'h miz Here. Abaoe 1938 ez eo bet implijet al lizherenneg kirillek evit skrivañ an adigeg goude bezañ bet implijet en he raok kement al lizherenneg arabek da gentañ hag al lizherenneg latin da heul.

Gwelet ivez[kemmañ]

Liammoù diavaez[kemmañ]