Kensonenn dent

Eus Wikipedia
Mont da : merdeiñ, klask
Lec'hioù distagañ
Gweuz
Diweuz
Gweuz-drekstaon
Gweuz-kevig
Gweuz-dent
Kurunenn an teod
Teod-gweuz
Etredent
Dent
Kevig
Beg an teod
Lavnenn an teod
Drekkevig
Kevig-staon
Tro-gil
Kein an teod
Staon
Gweuz-staon
Drekstaon
Huged
Huged-ankoue
Gwrizienn an teod
Lañchenn
Ankoue-lañchenn
Ankoue
Troc'h-avel

Er yezhoniezh e vez implijet an termen kensonenn dent (saoz.: dental consonant) war dachenn ar fonetik hag ar fonologiezh evit komz eus ur gensonenn ganti an dent da lec'h distagañ pennañ, da lâret eo e stok pe e tosta penn an teod ouzh penn-adreñv an dent.

Alies a-walc'h e ra yezhoù ar bed pe gant kensonennoù dent (evel e spagnoleg) pe gant kensonennoù kevig. E meur a yezh indezek avat, en o zouez ar sañskriteg hag an hindeg e reer gant rummadoù fonemennek kevig ha dent.

N'eus arouezenn ispisial ebet evit reuzskrivañ kensonennoù kevig en ur mod disheñvel diouzh ar c'hensonennoù dent ha mar bez ezhomm merkañ al lec'h distagañ resis e ranker ober gant sinoù diakritek skrivet dindan an arouezennoù hag a dalvez evit skrivañ kensonennoù dent, da skouer [s̪, t̪, n̪, l̪] keuit ha ma talvez an arouezennoù hep sin diakritek ebet evit merkañ ar c'hensonenoù kevig.

Setu ar c'hensonennoù dent pennañ gant bep o arouezenn hervez reolennoù treuzskrivañ al lizherenneg fonetikel etrebroadel:


LFE Deskrivadur Skouer
Yezh Stumm skrivet LFE Ster
IPA-dental nasal.png dent dre fri (mouezhiet) spagnoleg onda [od̪a] "gwagenn"
IPA-voiceless dental plosive.png dent dre serriñ divouezh spagnoleg toro [oɾo] "tarv"
IPA-voiced dental plosive.png dent dre serriñ mouezhiet spagnoleg donde [on̪e] "pelec'h"
dent dre daravat divouezh poloneg kosa [koa] "falz"
dent dre daravat mouezhiet poloneg koza [koa] "gavr"
Xsampa-T2.png dent dre daravat divouezh
("etredent")
saozneg thing [θɪŋ] "tra"
Xsampa-D2.png dent dre daravat mouezhiet
("etredent")
saozneg this [ðɪs] "(an dra)-mañ"
IPA-voiced dental approximant.png dent dre dostaat (mouezhiet) spagnoleg codo [koð̞o] "ilin"
IPA-dental lateral approximant.png dent dre dostaat a-gostez (mouezhiet) albaneg halla [haɫ̪a] "kazel"
IPA-dental flap.png dent dre stlakat (mouezhiet)
IPA-dental trill.png dent dre froumal (mouezhiet) marchaleg Ebadon [ebɑon̪] "Ebadon"
IPA-dental ejective.png dent dre strakal (divouezh)
IPA-voiced dental implosive.png dent dre entarzhañ (mouezhiet)
Xsampa-barslash.png Klik dent xhosaeg ukúcola [uk’úkǀola] "malañ"


  Kensonennoù Gwelit ivez: LFE, Vogalenn  
Skeventel Diweuz Gweuz-dent Dent Kevig Drekkevig Tro-gil Staon Drekstaon Huged Lañchenn Ankoue Troc’h-avel Nann-skeventel hag arouezennoù all
Dre fri m ɱ n ɳ ɲ ŋ ɴ Klikoù  ʘ ǀ ǃ ǂ ǁ
Dre serriñ p b t d ʈ ɖ c ɟ k ɡ q ɢ ʡ ʔ Entarzh.  ɓ ɗ ʄ ɠ ʛ
Dre daravat  ɸ β f v θ ð s z ʃ ʒ ʂ ʐ ç ʝ x ɣ χ ʁ ħ ʕ ʜ ʢ h ɦ Dre strakal 
Dre dostaat  β̞ ʋ ð̞ ɹ ɻ j ɰ A-gostez all  ɺ ɫ
Dre froumal ʙ r ʀ Kendistaget dre dostaat ʍ w ɥ
Dre stlakat ̟ⱱ̟ ɾ ɽ Kendistaget dre daravat ɕ ʑ ɧ
A-gostez dre daravat ɬ ɮ Dre fic'hal  ʦ ʣ ʧ ʤ
A-gostez dre dostaat l ɭ ʎ ʟ Kendistaget dre serr.  k͡p ɡ͡b ŋ͡m
An arouezennoù a-zehoù e pep par mar bez a ra dave d'ur gensonenn mouezhiet. E gris emañ ar sonioù ma kreder dibosubl o c'havout.


Gwelit ivez:[kemmañ]