Kensonenn a-gostez

Eus Wikipedia
Mont da : merdeiñ, klask
Doareoù distagañ
Dre serriñ
Klikoù
Tarzhañ
Strakal
Entarzhañ
Fic'hal
Travat
C'hwitellat
Heson
Fri
Stlakat
Froumal
Tostaat
Linkus
Vogalennoù
Damvogalennoù
A-gostez

Er yezhoniezh e vez implijet an termen kensonenn a-gostez (saoz. : lateral consonant) war dachenn ar fonetik hag ar fonologiezh evit komz eus ur gensonenn heñvel he son e mod pe vod ouzh hini al lizherenn 'l', produet dre serriñ ar genoù en ul lec'h bennak a-hed an teod en ur leuskel an aer o tont eus ar skevent da redek ha da vont kuit dre gostezennoù an teod pe dre ur gostezenn eus an teod nemetken.

Peurliesañ e vez serret ar genoù en un tu bennak dre stekiñ penn an teod ouzh an dent (gw. kensonenn dent) pe ouzh ar c'hevig (gw. kensonenn kevig).

Kensonennoù dre dostaat eo an darn vrasañ eus ar c'hensonennoù a-gostez. Renket e vez ar c'hensonennoù a-gostez e rummad ar c'hensonennoù linkus.

Kemmañ a ra kalz an niver a gensonennoù implijet gant pep yezh resis, o vont eus unan nemetken e japaneg pe e pachtoueg, betek seitek e !xóõ.

Setu ur roll klok a-walc'h eus ar c'hensonennoù a-gostez kavet e yezhoù ar bed gant bep o arouezenn hervez reolennoù treuzskrivañ al lizherenneg fonetikel etrebroadel:

  • [l] kensonenn kevig dre dostaat a-gostez (mouezhiet), d.s. bzhg. lemm
  • [ɫ] kensonenn kevig dre dostaat a-gostez hogedet (mouezhiet), d.s. port. europek mil ([miɫ]; "mil")
  • [ɭ] kensonenn tro-gin dre dostaat a-gostez (mouezhiet), d.s. nor. farlig ("dañjerus")
  • [ʎ] kensonenn staon dre dostaat a-gostez (mouezhiet), d.s. bzhg. boulailh
  • [ʟ] kensonenn drekstaon dre dostaat a-gostez (mouezhiet), d.s. melpaeg
  • [ɬ] kensonenn kevig dre daravat a-gostez divouezh, d.s. kemb. llaeth ("laezh")
  • [ɮ] kensonenn kevig dre daravat a-gostez mouezhiet, d.s. zoulou. dlala ([ˈɮaːla]; "c'hoari")
  • [ɬ̢] kensonenn tro-gin dre daravat a-gostez divouezh, d.s. todaeg
  • [ʎ̥] kensonenn staon dre daravat a-gostez divouezh, d.s. dahaloeg
  • [ʟ̝̊] kensonenn drekkevig dre daravat a-gostez divouezh, d.s. artchieg
  • [ɺ] kensonenn kevig dre $flap a-gostez (mouezhiet), d.s. japaneg
  • [ɺ̢] kensonenn tro-gin dre $flap a-gostez (mouezhiet), d.s. tamileg
  • [tɬ] kensonenn kevig dre fic'hal a-gostez divouezh, d.s. navac'hoeg
  • [tɬʰ] kensonenn kevig dre fic'hal a-gostez divouezh c'hwezhet, d.s. navac'hoeg
  • [tɬʼ] kensonenn kevig dre strakal a-gostez divouezh, d.s. navac'hoeg
  • [dɮ] kensonenn kevig dre fic'hal a-gostez mouezhiet, d.s. tlingiteg
  • [tʎ̥] kensonenn staon dre fic'hal a-gostez divouezh, d.s. hadzaeg
  • [tʎ̥ʼ] kensonenn strakal staon dre fic'hal a-gostez (divouezh), d.s. dahaloeg
  • [kʟ̝̊ʼ] kensonenn strakal drekstaon dre daravat a-gostez (divouezh), d.s. zouloueg

Implijet e vez arouezennoù ad hoc all a-wezhoù ivez evit treuzskrivañ kensonennoù tro-gin dre daravat a-gostez divouezh, staon dre daravat a-gostez divouezh ha drekstaon dre daravat a-gostez divouezh, en ur c'hoût n'int ket bet degemeret ez-ofisiel gant LFE:

Lateral fricatives.png


  Kensonennoù Gwelit ivez: LFE, Vogalenn  
Skeventel Diweuz Gweuz-dent Dent Kevig Drekkevig Tro-gil Staon Drekstaon Huged Lañchenn Ankoue Troc’h-avel Nann-skeventel hag arouezennoù all
Dre fri m ɱ n ɳ ɲ ŋ ɴ Klikoù  ʘ ǀ ǃ ǂ ǁ
Dre serriñ p b t d ʈ ɖ c ɟ k ɡ q ɢ ʡ ʔ Entarzh.  ɓ ɗ ʄ ɠ ʛ
Dre daravat  ɸ β f v θ ð s z ʃ ʒ ʂ ʐ ç ʝ x ɣ χ ʁ ħ ʕ ʜ ʢ h ɦ Dre strakal 
Dre dostaat  β̞ ʋ ð̞ ɹ ɻ j ɰ A-gostez all  ɺ ɫ
Dre froumal ʙ r ʀ Kendistaget dre dostaat ʍ w ɥ
Dre stlakat ̟ⱱ̟ ɾ ɽ Kendistaget dre daravat ɕ ʑ ɧ
A-gostez dre daravat ɬ ɮ Dre fic'hal  ʦ ʣ ʧ ʤ
A-gostez dre dostaat l ɭ ʎ ʟ Kendistaget dre serr.  k͡p ɡ͡b ŋ͡m
An arouezennoù a-zehoù e pep par mar bez a ra dave d'ur gensonenn mouezhiet. E gris emañ ar sonioù ma kreder dibosubl o c'havout.

Gwelit ivez:[kemmañ]