Kensonenn teod-gweuz

Eus Wikipedia
Mont da : merdeiñ, klask
Lec'hioù distagañ
Gweuz
Diweuz
Gweuz-drekstaon
Gweuz-kevig
Gweuz-dent
Kurunenn an teod
Teod-gweuz
Etredent
Dent
Kevig
Beg an teod
Lavnenn an teod
Drekkevig
Kevig-staon
Tro-gil
Kein an teod
Staon
Gweuz-staon
Drekstaon
Huged
Huged-ankoue
Gwrizienn an teod
Lañchenn
Ankoue-lañchenn
Ankoue
Troc'h-avel

Er yezhoniezh e vez implijet an termen kensonenn teod-gweuz pe 'kensonenn beg-gweuz (saoz.: linguolabial consonant pe apicolabials) war dachenn ar fonetik hag ar fonologiezh evit komz eus ur gensonenn kendistaget ganti an teod hag ar gweuz da lec'hioù distagañ pennañ war un dro, da lâret eo e tostae teod pe lavnenn an teod ouzh ar gweuz uhelañ sachet d'an taroñ war un dro betek stekiñ ouzh an teod.

Ral a wezh e vez implijet seurt kensonennoù gant yezhoù ar bed, met kavet e vezont en un toullad yezhoù komzet e Vanuatu hag ivez e oumotineg (umotína) aet da get nevez 'zo e Brazil hag ivez e Zapotekeg Coatlán.

Lec'hiadur an teod

Hervez reolennoù treuzskrivañ al lizhrenneg fonetikel etrebroadel e vez implijet ur sin diakritek gantañ stumm un evn war nij skrivet dindan un arouezenn evit diskwel ez eus ur gensonenn teod-gweuz anezhi:



LFE Deskrivadur Skouer
Yezh Stumm skrivet LFE Ster
Kensonenn teod-gweuz dre fri (mouezhiet) Tangoaeg [n̼ata] "lagad"
IPA-voiceless linguolabial plosive.png Kensonenn teod-gweuz dre serriñ divouezh Tangoaeg [t̼et̼e] "balafenn"
IPA-voiced linguolabial plosive.png Kensonenn teod-gweuz dre serriñ mouezhiet Vaoeg [nan̼d̼ak] "gwareg"
IPA-voiceless linguolabial fricative.png Kensonenn teod-gweuz dre daravat divouezh meurnambaseg (big nambas) ['inɛθ̼] "berranalek emañ"
IPA-voiced linguolabial fricative.png Kensonenn teod-gweuz dre daravat mouezhiet Tangoaeg [ð̼atu] "maen"
Kensonenn teod-gweuz dre froumal (mouezhiet) Zapotekeg Coatlán


  Kensonennoù Gwelit ivez: LFE, Vogalenn  
Skeventel Diweuz Gweuz-dent Dent Kevig Drekkevig Tro-gil Staon Drekstaon Huged Lañchenn Ankoue Troc’h-avel Nann-skeventel hag arouezennoù all
Dre fri m ɱ n ɳ ɲ ŋ ɴ Klikoù  ʘ ǀ ǃ ǂ ǁ
Dre serriñ p b t d ʈ ɖ c ɟ k ɡ q ɢ ʡ ʔ Entarzh.  ɓ ɗ ʄ ɠ ʛ
Dre daravat  ɸ β f v θ ð s z ʃ ʒ ʂ ʐ ç ʝ x ɣ χ ʁ ħ ʕ ʜ ʢ h ɦ Dre strakal 
Dre dostaat  β̞ ʋ ð̞ ɹ ɻ j ɰ A-gostez all  ɺ ɫ
Dre froumal ʙ r ʀ Kendistaget dre dostaat ʍ w ɥ
Dre stlakat ̟ⱱ̟ ɾ ɽ Kendistaget dre daravat ɕ ʑ ɧ
A-gostez dre daravat ɬ ɮ Dre fic'hal  ʦ ʣ ʧ ʤ
A-gostez dre dostaat l ɭ ʎ ʟ Kendistaget dre serr.  k͡p ɡ͡b ŋ͡m
An arouezennoù a-zehoù e pep par mar bez a ra dave d'ur gensonenn mouezhiet. E gris emañ ar sonioù ma kreder dibosubl o c'havout.


Gwelit ivez:[kemmañ]