Stignadur (yezhoniezh)

Eus Wikipedia
Mont da : merdeiñ, klask

Er yezhoniezh e vez implijet an termen stignadur (saoz.: tenseness) war dachenn ar fonetik hag ar fonologiezh evit komz eus ur perzh implijet evit enebiañ sonennoù vogalennek dreist-holl hag ivez a-wezhoù kensonnel e meur a yezhoù, en o zouez ar vietnameg, da skouer:

ă hag â: vogalennoù laosk
a and ơ: vogalennoù stign


Vogalennoù stign ha laosk[kemmañ]

Dre vras e vez serroc'h ar vogalennoù stign evit ar vogalennoù laosk ha bez' e c'hell bezañ kreisoc'h ar vogalennoù laosk.

Gwezhall e kredjod e veze produet ar vogalennoù stign dre stignañ muioc'h kigennoù kerden ar vouezh met n'eo ket bet diskwelet dre arnod ar vartezeadenn-se.

E meur a yezh c'hermanek, en o zouez ar saozneg unvan Bro-Saoz, an alamaneg unvan hag an izelvroeg, e vez distaget hiroc'h ar vogalennoù stign evit ar vogalennoù laosk ha kavet e vez vogalennoù laosk e silabennoù serr peurliesañ, da skouer e saozneg:

beat ([bi:t]; "lusk"): stign
bit [bɪt]; "tamm"): laosk (e.g. bit)

E yezhoù germanek all avat, en o zouez ar skoteg hag an islandeg ne glot ket an hirder gant ar stignadur.

Kensonennoù stign ha laosk[kemmañ]

(Gwelit ar pennad pennañ: "Fortis ha lenis")

A-wezhoù eo bet implijet an termen "stignadur" evit deskrivañ parioù c'hensonennoù dre serriñ enebiet ez-fonemek an eil re ouzh ar re all e koreaneg:

E rannyezhoù gouezeleg Skos hag iwerzhoneg 'zo e kaver ur rummad kensonennoù deskrivet a-wezhoù evel kensonennoù laosk ([l, lj, n, nj]) enebiet ouzh ur rummad kensonennoù stign ([ɫˑ, ʎˑ, nˠˑ, ɲˑ]) daoust ha ma n'eo ket gwall sklaer petra a dalvez an termenoù "stign" ha "laosk" war al live fizikel en degouezh-mañ.

Gwelet[kemmañ]

Portal.svg Porched ar yezhoù hag ar skriturioù – Adkavit pennadoù Wikipedia a denn d'ar yezhoù.