Mouezh sourrus

Eus Wikipedia
Mont da : merdeiñ, klask
Fonadur
Mouezhiet/Divouezh
Mouezh sourrus
Mouezh laosk
Mouezh reut
Mouezh wigourus
Mouezh c'harv
Vogalenn skiltr
Mouezh kleuz
Chuchumuchu

Er yezhoniezh e vez implijet an termen mouezh sourrus (saoz.: breathy voice pe murmured voice) war dachenn ar fonetik hag ar fonologiezh evit komz eus un doare fonadur ma vez lakaet kerden ar vouezh da daravat met digoroc'h evit gant ar vouezh plaen ha neuze e red muioc'h a er dreze, da skouer

saozneg: ar gensonenn "h" etre vogalennoù distaget [ɦ], unan eus alofonennoù an arc'hfonem |H|
hindeg: c'hwezhadur ar c'hensonennoù mouezhiet

fonemek e c'hell bezañ ar vouezh sourrus ivez, da lâret eo e c'hell talvezout da diforc'hañ gerioù peurheñvel produet gant doareoù fonadur all. E hindeg hag e yezhoù bantouek evel ar zouloueg hag ar swatieg, da skouer, e vez diforc'het etre kensonennoù mouezhiet, kensonennoù sourrus, kensonennoù divouezh (nann-c'hwezhet) ha kensonennoù divouezh c'hwezhet. Peurliesañ e talvez an diforc'h-mañ evit kensonennoù dre serriñ] dreist-holl hag a-wezhoùigoù ivez evit kensonennoù dre fic'hal (enne un elfenn dre serriñ) met morse evit kensonennoù dre daravat.


Gwelit ivez:[kemmañ]

Portal.svg Porched ar yezhoù hag ar skriturioù – Adkavit pennadoù Wikipedia a denn d'ar yezhoù.