Difriadur

Eus Wikipedia
Mont da : merdeiñ, klask

Er yezhoniezh e vez implijet an termen difriadur (saoz.: denasalisation) war tachenn ar fonologiezh hag ar fonetik evit komz eus ar fed ma vez vet kollet friadur ur sonenn bennak, peurliesañ ur gensonenn.

Degouezhout a ra an difriadur a-wezhoù dre ma'c'h ur yezh o tiorrenn a-hed ar wezh, evel da skouer ar fed m'eo deuet da vezañ damdifriet ar silabennoù oc'h achuiñ ez-istorel gant ur gensonenn dre fri, d.s. pain ("bara"). E gresianeg a-vremañ e vez difriet meur a heuliadoù kensonennoù enne ur gensonenn dre serriñ mui ur kensonenn dre fri, d.s. κομπολόι ("komboloi") distaget [kombo'loj] pe [kobo'loj].

Alies e vez difriet kensonennoù ivez pa vez tapet ur sifern gant unan bennak hag unan eus perzhioù doare-komz ar babigoù an hini eo peurliesañ.

Bez' e c'hell an difriadur bezañ produet ivez gant tud siek o distagadur.

Merket e vez an difriadur hervez reolennoù treuzskrivañ al lizherenneg fonetikel etrebroadel ledanet dre skrivañ ar sin diaktritek <  ͊> a-us d'un arouezenn bennañ, da skouer [m͊].

Gwelit ivez:[kemmañ]

Portal.svg Porched ar yezhoù hag ar skriturioù – Adkavit pennadoù Wikipedia a denn d'ar yezhoù.