Romed
Ar Romed (pe Rromed[1]) zo un anv a dalvez « paotr en oad gour ha dimezet e-barzh ar gumuniezh[2] ». Choazet eo bet an anv-se gant an Unvaniezh romani etrebroadel (IRU) da envel un hollad poblañsoù, dezhe ur memes orin en Indez[3], ha yezhoù a orin eus gwalarn an iskevandir indian[4] hag a zo minorelezhioù anavet dindan anvioù liesseurt a zo o vevañ etre India hag ar Meurvor atlantel dreist-holl met ivez war ar c'hevandir amerikan. E brezhoneg, e c'haller envel ar Romed gant anvioù all, evel Jispianed.
Anavezet int en Europa adalek an XIvet kantved[5], ha deuet int da vezañ ar vinorelezh vrasañ eno en XXIvet kantved[6]. Kavout a reer Romed er bed a-bezh hiziv, met en Europa emañ ar strolladoù brasañ, e Kreizeuropa, en Europa ar Reter hag en Anatolia dreist-holl, ha goude e ledenez Iberia hag e kreisteiz Bro-C'hall. Ur bern jipsianed zo o chom en Amerika ivez. Gwir eo e Brazil dreist-holl, ma veze kaset ar Jipsianed gant gouarnamant Portugal pa oa en e dalc'h[7]. Kalz zo aet d'ar Stadoù-Unanet ivez[8].
Da vare "Kendalc'h jipsian ar bed" dalc'het eus an 8 d'an 12 a viz Ebrel 1971 e Londrez e choazas ar gumuniezh ur banniel glas ha gwer, gant ur rod ruz. Embann a reas ivez e ve deiziad deiz-ha-bloaz ar c'hendalc'h-se, an 8 a viz Ebrel, un deiziad broadel a vefe lidet hiviziken bep bloaz gant holl ar c'humuniezhioù rom er bedDaveoù a vank. Ar c'han broadel, Djelem, djelem, a oa savet gant Jarko Jovanovic war don ur son poblek jipsian[9].
Notennoù[kemmañ]
- ↑ Er pennad-mañ e vo skrivet Rom gant un R hepken kentoc'h evit gant daou, daoust ma'z eo disheñvel ar fonemoù e lod eus a rannyezhoù, rak implijet e vez e meur a labour skol-veur (sellet ouzh al levrlennadur goude).
- ↑ Bordigoni 2007, p. 17
- ↑ Pennad Rom, lec'hienn Encyclopædia Universalis
- ↑ anezhe yezhoù indezeuropek, evel ar brezhoneg hag al lodenn vrasañ eus ar yezhoù komzet en Europa
- ↑ Henriette Asséo, « On les appelait « Tsiganes » », l'Histoire, Patrom:N°, octobre 2010, p. 21
- ↑ Michel Foucher, « Les minorités en Europe centrale et orientale », Éditions du Conseil de l'Europe, 1994, meneget gant Jean-Pierre Liégeois, « Les Roms au cœur de l'Europe », le Courrier des pays de l'Est 6/2005 Nn 1052), p. 19-29.
- ↑ A historia dos ciganos no Brasil. Kavet d'an 2010-10-02.
- ↑ Sutherland, Ann, "Gypsies: The Hidden Americans", # Waveland Press (July 1986)# ISBN 0-88133-235-6, # ISBN 978-0-88133-235-3
- ↑ Naissance du pouvoir tzigane, Jean-Pierre Liégeois, Revue française de sociologie, 1975, 16-3, p. 306-307.