Edouarzh ar C'hofesour
Edouarzh ar C'hofesour (wd 1004 - 1066), a oa roue Bro-Saoz war-lerc'h Knut III , hag an eil roue diwezhañ a ouenn sakson, a-raog aloubadeg Gwilherm an Alouber e 1066 en emgann Hastings.
Mab e oa da Ethelred II. Deol e oa ken e oa, ha biskoazh n'en dije kousket gant e wreg, Édith de Wessex. Anvet e oa da sant en 1161. Ken santel e oa an den, a lavarer, ma ne oa ket breinet e gorf 36 vloaz goude e varv, pa voe digoret e vez.
Taolenn |
[kemmañ] E vuhez
[kemmañ] Yaouankiz
En 1013 e rankas Edouarzh hag e vreur Alfred Aetheling, war un dro gant o mamm Emma de Normandie, tec'hel dirak an Daned, da glask repu da vro e eontr Richarzh II, dug Normandi (tad-kozh Gwilherm an Alouber ). Ugent vloaz goude, en 1036, e reas kazeg pa glaskas diframmañ ar gurunenn diwar benn Harold II. E vreur Alfred a voe lazhet en abadenn, abalamour da drubarderezh ar c'hont Godwin Wessex. En 1041 e tistroas da Vro-Saoz, pedet ma oa gant e hantervreur Knut III Danmark, a lakeas anezhañ moarvat da bennhêr e vadoù, gant skoazell Godwin Wessex, deuet da vezañ kamarad da Edouarzh. Mervel a reas Knut e Mezheven 1042, ha kurunennet e voe Edouarzh en iliz-veur Winchester d'an 3 a viz Ebrel 1043.
[kemmañ] Roue Bro-Saoz
[kemmañ] Pennadoù kar
[kemmañ] Lennadurezh
- Frank Barlow, Edward the Confessor, Berkeley - Los Angeles : University of California Press, 1970 (coll. English Monarchs).