Galgacos
Eus Wikipedia
Penn-kadour ar g-Caledoni e-kerzh emgann diwezhañ Brezhoned Preden e 83 pe 84, er Menezioù Graupius (Grampians), e Bro-Skos. Arme ar Vrezhoned a oa tregont mil den enni; arme ar Romaned a oa kaset gant ar jeneral Agricola, hag enni daou strollad-stourm : Legio IX Hispania ha Legio XX Valeria Victrix, heuliet ha skoazellet gant Germaned, Galianed, ha Brezhoned a-greisteiz an enezenn.
An istorour roman Tacitus en deus graet anv eus an emgann se er Vita Agricola.