Parlamant Bro-Skos

Eus Wikipedia
Mont da : merdeiñ, klask
Parlamant Bro-Skos

Parlamant Bro-Skos (Scottish Parliament e saozneg; Pàrlamaid na h-Alba e gouezeleg; Scots Pairlament e skoteg) eo kambr lezenniñ Bro-Skos. Emañ e karter Holyrood, e kêr Dinedin. Abalamour d’an dra-se e reer Holyrood anezhañ alies dre gomz.

N’eus nemet ur gambr ennañ, gant 129 c’hannad. Dilennet e vezont bep pevar bloaz, e daou zoare: 56 anezho zo dilennet dre ur votadeg kenfeurel en 8 rannvro, ha 73 zo dilennet en un doare eeun e 73 pastell-vro hervez an doare ober boas er Rouantelezh-Unanet ('"first past the post"', da lavaret eo an hini a dap ar muiañ a vouezhioù en dro gentañ a zo dilennet).

Gallout a ra ar gannaded-se sevel lezennoù evit Bro-Skos ha sevel pe kemm tailhoù.

Peder dilennadeg zo bet abaoe m'eo savet Parlamant Skos: e 1999, 2003, 2007 ha 2011. An dilennadeg a zeu a zlefe bezañ e miz Mae 2016.

Parlamant 2011-2016[kemmañ]

Dasparzh ar sezioù er Paramant dilennet e 2011.

Emañ an tu kreñv (muianiver dreist) gant Strollad Broadel Skos.

Strolladoù Niver a gannaded (eil bann: niver kent 2011)
  Strollad Broadel Skos 69 (2011) - 25 (35)
  Strollad al Labour 37 (2011) - 50 (56)
  Strollad Frankizour-Demokrat 5 (2011) - 17 (17)
  Strollad mirour 15 (2011) - 17 (18)
  Ar Re C'hlas 2 (2011) - 7 (1)
  Dizalc'h
1 (2011) - 5 (1)
  Prezidant
1 (2007) - 1 (1)
 Hollad
129
 Muianiver gouarn
65

Commons
Muioc'h a skeudennoù diwar-benn

a vo kavet e Kerandafar, ar sanailh ma vez klenket dafar ar Wikipedia.