Marc'harid Iañ Bro-Skos

Eus Wikipedia

Marc'harid Iañ Bro-Skos (Mairead pe Maighread e gouezeleg, Margrete av Skottland e norvegeg), lesanvet the Maid of Norway e saozneg, ha Jomfruen av Norge e norvegeg, ganet e 1283 ha marvet e 1290, a oa ur briñsez eus Norge, merc'h da Eirik II Magnusson, roue Norge, ha d'e bried Marc'harid Bro-Skos. Rouanez Skosiz e voe adalek 1286 (pa oa 3 bloaz) ha betek he marv (pa oa 7 vloaz), p'edo o vont da Vro-Skos. War-lerc'h he marv e savas bec'h da c'houzout gant piv ec'h afe ar gurunenn, ha diwar se e teuas Brezelioù Dizalc'hted Bro-Skos.