Hanternoz Kozh

Eus Wikipedia
(Adkaset eus Hen Ogledd)
Yr Hen Ogledd pe an 'Hanternoz kozh, a oa ul lodenn vrezhonek eus Enez Vreizh, a-stok ouzh bro ar Bikted, a-raok aloubadeg ar Saozon.

An Hanternoz Kozh, pe Yr Hen Ogledd (e kembraeg), eo an anv a vez roet d'al lodenn eus Enez Vreizh, en hanternoz proviñs Britannia ha bro ar Vrezhoned kozh, hag er c'hreisteiz da vro ar Bikted, ma voe savet rouantelezhioù brezhon goude ma'z eas kuit an armeoù roman e 410.
Eus an Hanternoz Kozh e teu al lennegezh kembraek koshañ, hogen brezhonek kozh eo ivez. Ac'haleno ivez e teue ar roue Cunedda Wledig, a savas rouantelezh Gwynedd e Kembre, hag ar sant brezhon Gweltaz.

Lennegezh[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Kalz eus an dud meneget e lennegezh kembraek ar Grennamzer a zo eus an Hanternoz kozh. Da skouer:

Hag ivez ar varzhed :

Douaroniezh[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Gallout a reer bevenniñ an Hanternoz Kozh er c'hreisteiz d'ul linenn a ya eus Stirling da Loch Lomond hag ar c'hontelezhioù saoz a hiziv Cumbria, Durham, Northumberland, Yorkshire, ha Humberside. Kement-se a ra un dachennad douar brasoc'h eget Kembre a vremañ.

Gwazed an Hanternoz[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Gwŷr y Gogledd, 'gwazed an hanternoz', a lavar Kembreiz eus tud an Hanternoz Kozh. Diskennidi e oant eus pobloù (pe meuriadoù) ar Votadini, Selgovai, Novantai ha Damnonii (e kreisteiz Skos) hag ar Brigantes a oa er c'hreisteiz da Voger Hadrian.

Rouantelezhioù[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

N'ouzer ket hiriv anvioù an holl rouantelezhioù, met darn a anavezer:

Rouantelezhioù brezhon[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Ar re bouezusañ:

Ar re all:

Aloubet e voe ar rouantelezhioù-se tamm-ha-tamm, adalek ar VIvet kantved, gant div bobl:

Lec'hioù all[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Istor[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Ne ouier ket pikol tra diwar-benn darvoudoù ar marevezh etre 400 ha 600. Gant Kembreiz pe Iwerzhoniz eo skrivet an dielloù, hag int savet kantvedoù goude an darvoudoù, livet gante hervez o doare an darn vrasañ anezho. E skridoù Iwerzhon ne vez kaoz eus rouantelezh Strathclyde, da skouer, nemet pa vez liammet en un doare bennak gant Iwerzhon.

Menegoù a gaver koulskoude:


Daou roue hepken a anavezer dre skridoù ar Grennamzer. An hini kentañ e oa Coroticus, pe Ceretic Alt Clut, hag en dije resevet ul lizher digant sant Padrig, hag a oa, hervez ur buhezskrider, roue an uheldirioù war-dro ar stêr Clyde ha roue Alt Clut (pe Dumbarton Rock bremañ) er {{Vvet kantved. Sklaer eo e oa Ceretic ur c'hristen, evel holl noblañsoù ar vro moarvat.

Levrlennadur[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

  • e kembraeg:
    • Rachel Bromwich a R. Brinley Jones (gol.), Astudiaethau ar yr Hengerdd (Caerdydd, 1978)
    • Ifor Williams
      • Canu Aneirin (Caerdydd, 1938; argraffiad newydd, 1961)
      • Canu Taliesin (Caerdydd, 1960)
      • The Beginnings of Welsh Poetry (Caerdydd, 1972)
  • e saozneg:
    • Nora Chadwick, The Celtic Realms.
    • K. H. Jackson, Language and History in Early Britain, Edinburgh University Press, 1953.
    • John T. Koch, Celtic Culture: A Historical Encyclopedia, ABC-CLIO, 2006, ISBN 1-85109-440-7, 9781851094400
    • Morris, John: The Age of Arthur: A History of the British Isles from 350 to 650, pp. 17-19, 230-245. (New York: Charles Scribner's Sons, 1973)

Liammoù diavaez[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Kartennoù all[kemmañ | kemmañ ar vammenn]