Edouarzh Iañ (Bro-Saoz)

Eus Wikipedia
Mont da : merdeiñ, klask
Edouarzh Iañ, roue Bro-Saoz (Cassell's History of England , 1902)

Edouarzh Iañ, ganet d'ar 17 a viz Mezheven 1239, marvet d’ar 7 a viz Gouere 1307, a voe Roue Bro-Saoz adalek 1272 betek e varv e 1307. Longshanks (« divhar hir ») e oa e lesanv, rak un den bras e oa. Hennezh eo ar roue saoz a aloubas Kembre a-benn ar fin ha gantañ e voe lazhet Llywelyn ap Gruffudd, priñs diwezhañ Kembre, e 1282. Klask a reas lakaat e grabanoù war Bro-Skos ivez, en ur lakaat e vab Edouarzh II e penn ar vro-se, hogen ne baouezas ket ar brezelioù evit dizalc’hted Bro-Saoz, gant William Wallace ha Robert Bruce a zeuas da vezañ roue Bro-Skos e 1306.


En e raok:
Herri III
Roue Bro-Saoz
Royal Arms of England (1198-1340).svg
12721307
War e lerc'h:
Edouarzh II