Istor Bro-Skos

Eus Wikipedia
Moger Hadrian
Abati Iona pe Ì Chaluim Chille.
Kastell Sruighlea (Stirling). Eno e voe kurunennet Jakez VI, roue Bro-Skos.

Bro-Skos a voe annezet da vat gant tud goude ar skornvezh diwezhañ, en Henoadvezh ar maen, war-dro 10 000 bloaz zo. Goude ar ragistor e krog istor Bro-Skos d’ar mare ma erruas ar Romaned en Enez Vreizh er I kantved. En em astenn a rae proviñs roman Britannia betek Moger Antoninus, etre aber ar stêr Clyde hag aber ar stêr Forth. En norzh d’ar voger-se edo ar vro anvet Kaledonia, annezet gant tud anvet "Picti" gant ar Romaned, un anv hag a dalveze "tud livet". Abalamour da argadennoù dibaouez ar bobl-se e voe rediet al lejionoù roman da guitaat ar vro aloubet ganto ha da vont war-gil betek Moger Hadrian, ur voger all, pelloc’h er c’hreisteiz. Chom a reas soudarded roman oc’h ober gward eno betek dibenn ar IVe kantved, pa voe kroget ganto da guitaat Enez Vreizh.

Hervez skridoù eus an IXvet ha Xvet kantved, e voe savet rouantelezh Dál Riata gant Gouezeled war aod kornôg Bro-Skos er VIvet kantved. Gant ar misioner kristen Koulmkell e voe savet ur manati war enez Iona ha prezeg a reas ar gristeniezh d’ar baganed, ar Scoti pe Scotti e kornôg Bro-Skos hag ar b-Picti en hanternoz. E-keit-se e voe aloubet gant Angled douaroù kreisteiz ar vro, a oa rouantelezhioù brezhon (Hen Ogledd). Savet e voe ganto eno rouantelezh Bernicia, a zeuas diwezhatoc’h da vezañ ul lodenn eus rouantelezh Northumbria. E dibenn an VIIIvet kantved e voe taget an teir rouantelezh-se (Northumbria, Dál Riata ha bro ar Bikted) gant Vikinged a rae taolioù skrap enno. Ar Bikted hag ar Scoti, bet trec’het meur a wech gant ar Vikinged, a reas emglev kenetrezo hag a unanas o nerzhioù da sevel rouantelezh Bro-Skos, en IXvet kantved.

Unvanet e voe Rouantelezh Bro-Skos dindan ren diskennidi Kenneth MacAlpin (pe Cináed mac Ailpín e gouezeleg an amzer-hont, pe Coinneach MacAilpein e gouezeleg bremañ) (800-858) hag a lakaer da vezañ kentañ roue Bro-Skos unanet. En em gannañ a rejont avat, da c’houzout gant piv ez aje ar gurunenn. Goude marv roue diwezhañ an tiegezh-se, Malcolm II, marvet hep bugale, e voe Duncan I, mab e verc’h, oc’h azezañ war an tron hag o reiñ lañs d’un tiegezh nevez, anvet gant an istorourien Tiegezh Dunkeld pe Canmore. E 1286 e varvas roue diwezhañ an tiegezh Dunkeld, Aleksandr III ; e verc’h-vihan, pennhêrez, a varvas pevar bloaz diwezhatoc’h, e peñse he bag, etre Norvegia ha Bro-Skos. Neuze e fellas da roue Bro-Saoz Edouarzh I aloubiñ Bro-Skos. E-pad daou gantved e voe brezel etre Skosiz ha Saozon, tra ma tremene Bro-Skos a-bep-eil eus daouarn an Tiegezh Balliol da re an Tiegezh Bruce. Gant Skosiz ez eas an trec’h, a-benn ar fin, dindan ren David II. Ha kadarnaet e voe e oa Bro-Skos ur vro dizalc’h da vat. Goude marv David II ez eas e niz Robert II da roue, an hini kentañ en un tiegezh nevez, an Tiegezh Stuart (pe Stewart), a oa da ren war Bro-Skos e-pad tri c’hantved. Jakez VI, roue Bro-Skos, a zegouezhas gantañ kurunenn Bro-Saoz da hêrezh e 1603. Neuze e voe roue war an div vro, evel e ziskennidi war e lerc’h, betek Akta Unaniñ 1707 a voe unanet drezañ an div rouantelezh da vont d’ober unan hepken, Rouantelezh Unanet Breizh-Veur[1],[2]. Gant an akta-se e voe krouet ur parlamant unvan evit Breizh-Veur, e-lec’h parlamant Bro-Saoz ha parlamant Bro-Skos.

Banniel Rouantelezh Breizh-Veur, savet goude unaniñ rouantelezhioù Bro-Skos ha Bro-Saoz

Dindan ren Anne Breizh-Veur, ar rouanez Stuart diwezhañ, e voe graet kement-se. War he lerc’h e teuas un tiegezh all, an Tiegezh Hannover, da ren war Breizh-Veur, gant Jorj Iañ Breizh-Veur, mab da Sophie von der Pfalz a oa hi ur verc’h-vihan da Jakez Iañ – Jakez VI. Neuze e voe bec’h, e-pad meur a vloaz, etre aduidi an tiegezh nevez ha re Jakez VII Bro-Skos ha II Bro-Saoz hag e ziskennidi, anvet Jakobited, hag a oa kalz anezho en Iwerzhon hag e Bro-Skos. Fin a voe d’ar brezel, gant emgann Culloden, e 1746, ma voe trec’het da vat arme Charles Edward Stuart ("Bonnie Prince Charlie" evit Skosiz).

Parlamant Bro-Skos.

Abaoe 1714 eta eo bet renet Bro-Skos evel un darn eus rouantelezh Breizh-Veur, gant rouaned an tiegezhioù Hannover ha Sachsen-Coburg-Gotha (Windsor). Gant Mare ar Sklêrijenn hag an Dispac'h Greantel e teuas Bro-Skos da vezañ unan eus ar c’hreizennoù sevenadurel, kenwerzhel ha greantel pouezusañ en Europa. Etre an daou vrezel ha, dreist-holl, goude an Eil Brezel-bed ez eas d’an traoñ, tamm-ha-tamm, an obererezhioù greantel (sevel-listri, labour an houarn hag ar glaou). E dibenn an XXvet kantved avat e voe gwelet un adsav sevenadurel hag armerzhel, diazezet evit darn war an eztennañ tireoul ha gaz e Mor an Hanternoz. War an dachenn bolitikel e oa kreñv Strollad al Labour, a zastume an darn vrasañ eus ar mouezhioù, betek dibenn ar c’hantved pa voe gwelet broadelourien ar Scottish National Party (SNP) o tapout nerzh a-nebeudoù. E 1998 e voe divizet sevel ur parlamant evit Bro-Skos hag abaoe 1999 ez eus un tamm emrenerezh gant ar vro, dezhi ur parlamant hag ur gouarnamant. D’an 18 a viz Gwengolo 2014 e vo ur referendom da c’houzout ha fellout a ra da Skosiz mont pelloc’h c'hoazh ha kaout ur stad dizalc’h diouzh Breizh-Veur.

Notennoù[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

  1. Wikisource - Act of Union 1707
  2. Education Scotland - The Union of the Parliaments 1707