Uheldirioù Bro-Skos

Eus Wikipedia
Mont da : merdeiñ, klask
Bro-Skos rannet etre Uheldirioù hag Izeldirioù
"Donemat d’an Uheldirioù"

Uheldirioù Bro-Skos (Highlands, Scottish Highlands e saozneg, A' Ghàidhealtachd e gouezeleg, distaget: [ə ɣɛːəlˠ̪t̪əxk]) zo ur rannvro sevenadurel ha douaroniel eus Bro-Skos. Ur vro veneziek eo an Uheldirioù hag en em astenn a ra en hanternoz hag er c’hornôg d’al lodenn all eus Bro-Skos a reer anezhi Izeldirioù. Harzoù an Uheldirioù n’int ket resis er reter. Gant an anv gouezelek Gàidhealtachd e reer dave d’ar yezh ha d’ar sevenadur (« bro ar Ouezeled », « bro ar gouezeleg » eo A' Ghàidhealtachd), tra ma pouezer en anvadur saoznek war an douaroniezh (« douaroù uhel » eo ster an termen Highlands).

En ur ster strishoc’h e tenn an anv Uheldirioù d’ar rannvro zo melestret gant Kuzul an Uheldirioù, a c’holo war-dro 40% eus an hollad. En Inbhir Nis (Inverness) emañ sez ar c’huzul-se. Rannet eo ar peurrest eus Uheldirioù Bro-Skos, e-keñver melestradur, etre kuzulioù an Inizi Gall Pellañ, Aberdeenshire, Angus, Argyll ha Bute, Moray, Perth ha Kinross, ha Stirling. Enez Arran, daoust ma vez meret evel un darn eus kontelezh North Ayrshire, a seller outi peurvuiañ evel un tamm eus an Uheldirioù.

Sevenadur[kemmañ]

Etre ar XVvet hag an XXvet kantved e oa ur c’hemm bras etre an Uheldirioù hag an Izeldirioù, evit ar yezh hag ar sevenadur. En Uheldirioù e veze kaozeet gouezeleg, alese an anv Gàidhealtachd. Hogen war-gil eo aet bevenn reter ar gouezeleg, kalzik, abaoe ar XVvet kantved. Gant « linenn an Uheldirioù » e veze merket bevenn reter ar gouezeleg, a c’holoe un dachenn vras eus Bro-Skos, war-bouez an Izeldirioù ha douaroù an hanternoz, enezeg Shetland, Inizi Orc'h ha beg Gallaibh. Stag ouzh ar yezh-se e oa ivez ur sevenadur disheñvel-naet diouzh hini an Izeldirioù ha sellet e veze alies ouzh annezidi an Uheldirioù evel tud ouez gant tud kêrioù bras Bro-Skos. Paour e oant alies ha nebeud a zarempred o deveze gant an Izeldirioù a oa o cheñch buan, da vare ar Sklêrijenn e Bro-Skos hag abalamour d’an Dispac'h Greantel. Ur plas bras a oa gant ar relijion e buhez tud an Uheldirioù, met ur relijion hengounel e oa, ur gristeniezh a c’hiz kozh levezonet gant kredennoù dambagan.

Douaroniezh[kemmañ]

N’eo ket stank an annezidi er rannvro-se, rak n’eus ket kalz a zouaroù strujus hag e-leizh a venezioù uhel-mat zo enni, en o zouez kern uhelañ Breizh-Veur, Beinn Nibheis (pe Ben Nevis, 1344 metr) ha meur a venez all ouzhpenn 1000 metr uhelder dezho. Rannet int gant un ganienn vras anvet Gleann Mòr (Great Glen e saozneg) hag enni emañ al lenn gwall vrudet Loch Nis. Goloet eo ar menezioù-se gant lanneier, enno brug ha raden, ha gant taouarc'hegi. Kalz lennoù anvet « loc'hoù » zo er menezioù ha dastroc’het eo an aod gant fjordoù anvet « loc’hoù » ivez.

En XVIIIvet kantved e oa poblet stankoc’h ar vro eget bremañ, hogen meur a dra o doa lakaet ar boblañs da zigreskiñ : goude Emsavadeg ar Jakobidi (emsavadeg aduidi diskennidi Jakez II), e 1745 , e voe berzet doare-bevañ annezidi an Uheldirioù hag embannet lezennoù kriz a-enep dezho ; skarzhet e voe e-leizh a verourien eus o atantoù gant ar berc’henned vras en XIXvet kantved evit gallout desevel deñved ha saout war o douaroù (Skarzhadegoù en Uheldirioù) ; ha divroañ a reas kalz annezidi da vont d’ar c’hêrioù bras da vare an Dispac'h Greantel. Abalamour d’an holl draoù-se ez eo koazhet poblañs an Uheldirioù, ken ez eo bremañ unan eus ar rannvroioù distankañ o foblañs en Europa.

Gwelet ivez[kemmañ]