Jakez II (Bro-Saoz)

Eus Wikipedia
Mont da : merdeiñ, klask
Jakez II, roue Bro-Saoz

Jakez II (James the Second e saozneg), a oa ganet d'ar 14 a viz Here 1633 e Londrez, hag aet d'an anaon d'ar 16 a viz Gwengolo 1701 e Saint-Germain-en-Laye e Bro-C'hall, a oa Roue Iwerzhon ha Bro-Saoz, ha Jakez VII roue Bro-Skos war un dro, adalek 1685 betek 1688. Ur roue katolik e oa ha diskaret e voe diwar e dron gant ar bobl protestant. Repu a gavas e Bro-C'hall.

E vuhez[kemmañ]

Mab trede henañ e oa da Charlez Iañ, ar roue saoz dibennet, ha da Henriette de France, merc’h da Herri IV, roue Bro-C'hall. Kenderv-kompez e oa d’ar roue gall Loeiz XIV, hag ur c’hoar dezhañ, Henriette d'Angleterre, a zimezas gant Philippe de France, dug Orleañs, breur d’ar roue-se.

D’ar 27 a viz Genver 1644, e voe anvet dug York, titl a vez roet da eil mab bev ar rouaned saoz.

Anvet e voe da roue war-lerc’h e vreur Charlez II, roue Bro-Saoz, marvet dishêr d’ar 6 a viz C’hwevrer 1685. Kurunennet e voe en abati Westminster d’an 23 a viz Ebrel 1685, hep ober al le evit kurunenn Skos.

D’ar 24 a viz Du 1659, e Breda, en Izelvroioù, e timezas da Anne Hyde (1637-1671), merc’h da gentañ kont Clarendon, en devo 8 bugel diganti, an danvezioù rouanezed Mary II, hag Ann Iañ.

Pa intañvas e timezas d'an 21 a viz Du 1673 da Maria Modena (1658-1718), priñsez katolik, merc'h da Alfonso III d'Este-Modena, dug Modena, hag en devo 6 bugel diganti, ha ne vanas nemet daou anezho: Jacques François Édouard Stuart (1688-1766) ha Louise Marie Thérèse Stuart (1692-1712).


Mervel a reas Jakez II d'ar 16 a viz Gwengolo 1701 e kastell Saint-Germain-en-Laye. Beziete voe e gorf en iliz Saint-Germain-en-Laye.



Commons
Muioc'h a skeudennoù diwar-benn

a vo kavet e Kerandafar.