Dañvad
Eus Wikipedia
(Adkaset eus Deñved)
|
|||||
|---|---|---|---|---|---|
Ovis Aries
|
|||||
| Rummatadur klasel | |||||
| Riezad : | Loened | ||||
| Skourrad : | Chordata | ||||
| Kevrennad : | Mammalia | ||||
| Urzhiad : | Artiodactyla | ||||
| Kerentiad : | Bovidae | ||||
| Iskerentiad : | Caprinae | ||||
| Genad : | Ovis | ||||
| Anv skiantel | |||||
| Ovis aries Linnaeus, 1758 |
|||||
|
|||||
Ur bronneg daskirier doñv eus ar c'herentiad Bovidae, anv spesad Ovis aries eo an dañvad (liester : deñved). M'eo dañvad anv boutin ar spesad eo maout anv ar par ha dañvadez anv ar barez. Maget e vez an deñved evit o c'hreoñv a zo graet gant gloan, evit o c'hig hag evit laezh an dañvadezed implijet evit fardañ meur a seurt fourmaj.
|
Ur penn-dañvad er Westhoek
|
Taolenn |
Orin ar ger[kemmañ]
Eus ur ger predenek martezeüs *dammatos e teu dañvad. Savet e oa bet war ur wrizienn indezeuropek a dalvez "doñvaat" hag a gaver ivez er c'hembraeg dafad, er c'herneveureg davas.