Westhoek
Eus Wikipedia
Westhoek (korn ar c'hornôg en nederlandeg) a zo ur rannvro a Flandrez, lodennet etre arondisamantoù Diksmuide, Ieper ha Veurne e Belgia hag arondisamant Dukark e Bro-C'hall. Al lodenn c'hall eo ar rannvro nemeti eus Frañs ma komzer nederlandeg c'hoazh.
Disrannet eo ar Westhoek gall e teir rannvro naturel : ar Blootland, an Houtland ha Plaenennn al Leie.
Daouhanteret e oa bet ar Westhoek goude aloubadeg pastelloù-bro Kassel, Bailleul hag Ieper gant Loeiz XIV e 1677 goude Emgann Kassel. Ne oa ket an harzoù nevez harzoù sevenadurel pe yezhoniel, avat.
Armerzh [kemmañ]
- Bervet e vez bïeroù brudet er Westhoek
- Saout ha deñved a saver er Westhoek
Yezh [kemmañ]
Kemm yezh en Arondisamant Dukark adalek 1874 betek 1972. Abaoe 1972, digresket eo niver an izelvroegourion.
██ Predominantly monolingual French-speaking area
██ Bilingual area with French-speaking majority
██ Bilingual area with Flemish-speaking majority
██ Predominantly monolingual Flemish-speaking area