Inizi Orc'h
| Labour ’zo d’ober c’hoazh a-raok peurechuiñ ar pennad-mañ. Ma fell deoc’h reiñ un tamm skoazell, krogit e-barzh. Mar karfec’h reiñ hoc’h ali ha netra ken, grit ’ta e pajenn ar gaozeadenn. |
Inizi Orc'h (Àrcaibh e gouezeleg Skos[1] hag Orkney e saozneg) zo un enezeg e Mor an Hanternoz, an hini dostañ da hanternoz douar-bras Bro-Skos, e Breizh-Veur. Un 70 enezenn zo anezho gant 20 000 annezad bennak. Met n'eus tud o chom nemet en un tregont bennak, ha dreist-holl en hini vrasañ, Mainland, e kêrioù Kirkwall ("Baile na h-Eaglaise" e gouezeleg) ha Stromness ("Srom Nis" e gouezeleg). Ur gontelezh e oa, un “takad enezek” etre 1975 ha 1996, ha hiziv eo unan eus rannoù melestradurel diazez Skos.
Taolenn |
[kemmañ] An inizi
Sede anvioù an inizi pennañ :
- Mainland (enni emañ ar gêr-benn, Kirkwall),
- Hoigh (pe Hoy hervez an anv saoznek),
- Raonullsaidh (South Ronaldsay) (er Su)
- Rinneansaidh (North Ronaldsay) (en Norzh)
- Romhsaidh (Rousay)
- Sanndaidh (Sanday),
- Srònsaish (Stronsay) ha
- Ueastraidh (Westray) en Norzh.
- Iadaidh (Eday)
- Siàpansaidh (Shapinsay)
Ur gorread a 975 km² a zo d'an enezeg a-bezh.
[kemmañ] Douaroniezh
Ar c'hrag eo danvez pennañ an inizi nemet tammoù greunit ha gneiss a zo ivez.
[kemmañ] Ekonomiezh
Ar gloan tennet eus an deñved a zo bet unan eus pinvidigezhioù an inizi hag al lin ivez. Hiziv e vev meur a annezad diwar ekonomiezh an eoul-maen p'eo porzh Flotta al lec'h ma'z erru an eoul-maen diouzh ar puñsoù a gaver e Mor an Hanternoz.
Srom Nis (Stromness) eo ar porzh ma'z eus listri-treizh evit ober al liamm gant an douar-bras.
[kemmañ] Wiski
Highland Park eo anv ar wiski graet er vro.
[kemmañ] Sellet ivez
Un enezeg all, dizoloet er XVIIvet kantved, a zo bet roet dezhi un anv a ra dave da Inizi Orc'h : Inizi Orc'h ar Su e mervent ar Meurvor Atlantel.
[kemmañ] Notennoù
|
|||||