Loch Nis

Eus Wikipedia
Mont da : merdeiñ, klask
Kastell Urchurdan gant al loc'h en e dreñv.

Loch Nis (gouezeleg: LFE [l̪ˠɔxˈniʃ]; Loch Ness e saozneg, distaget [ˌlɒx ˈnɛs]) a zo ul loc'h vras dour dous en Uheldirioù Bro-Skos. Emañ er mervent da gêr Inbhir Nis. 37 km a hed a zo dezhi, hag an eil vrasañ eus loc'hoù Skos eo dre he gorread (56,4 km²), war-lerc'h Loch Laomainn, gwall zon eo ivez gant 227 m (donder etre: 132 m), ha n'eus nemet unan a-gement a vefe donoc'h egeti (Loch Mhòrair). Abalamour d'an donder-se eo al loc'h ar muiañ a zour enni, ha kement a zour a vije enni hag en holl lennoù Bro-Saoz ha Kembre lakaet a-gevret. Du-du eo he dourioù abalamour da daouarc'h ar vro. Emañ al loc'h a-hed ar Gleann Mòr, ha dre eno e tremen ar Ganol Galedonian. Gwall vrudet eo al loc'h dre ar bed a-bezh abalamour d'un euzhvil a vije o vevañ enni, euzhvil al Loch Nis, lesanvet Niseag (Nessie e saozneg).

Liammoù diavaez[kemmañ]