Alex Salmond

Eus Wikipedia
Mont da : merdeiñ, klask
Alex Salmond

Alexander Elliot Anderson Salmond zo ur politikour skosat dilennet e penn Strollad Broadel Skos e 1990 hag adarre e miz Eost 2005.

Buhez[kemmañ]

Ganet e oa Alex Salmond d'an 31 a viz Kerzu 1954 e Linlithgow, e-kichen Dinedin. Graet en doa e studioù e Skol-Veur Saint-Andrews, e-lec'h m'en doa bet diplomoù armerzh hag istor. Goude ur respet armerzhour e Royal Bank of Scotland e oa bet dilennet kannad e kambr kumunioù ar Rouantelezh Unanet.

Hag e voe prederiet re an tu-kleiz dre an tu-kreñv e strollad, Alex Salmond a zeuet da vezañ mestr SNP evit ar wezh kentañ e 1990. En amzer-se, n'en doa an SNP nemet pevar depute er parlamant, met gounezet en doa muioc'h a vouezhioù gant e stourmidigezh vras.

E 1997, goude an dilennadeg gouarnamant labour e Londrez, kabaliñ a rae evit digreizennañ parlamant gant e strollad. Ur soñj diaes a voe, peurgetket evit ar c'hredourion strollad; met e oa anat mat er fin peogwir e votas tri Skosad war pevar evit ur parlamant digreizennet.

E 2000, Krouiñ a reas ur sourpren o renoñsiñ e sich penn SNP. En em gaeraat a reas o tisplegañ e c'hoant en doa neveziñ ar renadur goude dek vloaz e penn ar strollad.

Koulskoude, chom a reas e penn ar strollad parlamanter e Westminster. Eñ a oa a-enep ar brezel en Irak o tamalliñ Tony Blair gaouiad.

Goude an dilez eus e ramplas John Swinney penn SNP, e divizas advonet,hag e adkemeras penn ar strollad evit an eil gwezh e miz eost 2005.

D'an 3 a viz Mae 2007 e oa bet dilennet kaset da gannad da barlamant Skos evit pastell-vro Gordon, e norzh Aberdeen ha kentañ ministr Bro-Skos d'ar 16 a viz Mae 2007.