Abhainn Chluaidh
An Abhainn Chluaidh (distagadur gouezelek: IPA: [avɪɲˈxɫ̪uəj]), Clyde e saozneg (distaget: LFE: [klaɪd]), Afon Clud e kembraeg ha diwar-se Stêr Klud Daveoù a vank a-wechoù e brezhoneg, eo an trede stêr hirañ eus Bro-Skos. Tremen a ra dre gêr Glasc'ho. A bouez bras eo bet greanterezh ar sevel listri war lez ar stêr da vare an Impalaeriezh trevadennel saoz.
Red [kemmañ]
C'hoarvezout a ra ar stêr Clyde eus kember div wazh-dour, an Daer Water (o tont eus mirlenn an Daer Reservoir) hag ar Potrail Water. An hent-baleerien Southern Upland Way a dreuz an div wazh a-raok dezho kejañ da ober ar stêr Clyde da vat e Watermeetings. Ac'hano n'eus nemet 8 km betek Tweed's Well, eienenn ar stêr Tweed ha 10 km eus an Devil's Beef Tub, eienenn ar stêr Annan.
Neuze e kammdro war-zu ar biz a-raok treiñ etrezek ar c'hornôg da dizhout kêr Lannraig. War lez ar stêr e voe savet milinoù gant greantourien eus an XIXvet kantved, David Dale ha Robert Owen, hag o ensavadur New Lanark. Ar milinoù a implij nerzh Lammoù-dour ar stêr Clyde, ha Cora Linn eo anv an hini fromusañ.