Redadegoù kirri

Eus Wikipedia
Mont da : merdeiñ, klask

Redadegoù kirri a zo ur sport e-lec'h ma vez blenierien o redek etrezo war kirri hag a vez aozet war an hentoù pe en ur redva kirri.

Meur a ziskiblezh a zo e redadegoù kirri, an hini brudetañ o vezañ ar Formulenn 1, war kirri un-plas ha troiadoù serret. E Stadoù-Unanet eo an NASCAR hag an IndyCar a re vrudetañ. En Andur, ar redadeg brudetañ a zo 24 eurvezh ar Mañs e Bro-C'hall. War hentoù e vez redet kevezadeg bed ar rallioù (gant ralli kirri Monte-Carlo krouet e 1911), ar ralli kerc'hadenn gant Ralli Dakar.