Kaledonia-Nevez
| Arouezioù broadel | |||||
|---|---|---|---|---|---|
|
|||||
![]() Pelec'h emañ Kaledonia-Nevez. |
|||||
| Yezh ofisiel | Galleg (ofisiel), meur a yezh kanakek | ||||
| Kêr-benn | Noumea | ||||
| Statud politikel | Stroll Sui Generis gall | ||||
| Prezidant ar republik | Nicolas Sarkozy | ||||
| Komiser uhel ar republik | Yves Dassonville | ||||
| Prezidant ar gouarnamant | Philippe Gomes | ||||
| Gorread | 18 575 km² | ||||
| Poblañs - Hollad (2009 ist.) - Tudegezh |
249 000 13 / km² |
||||
| Moneiz | Lur Habask | ||||
Kaledonia-Nevez a zo un enezeg eus Okeania, lec'hiet er c'hornaoueg d'ar Meurvor Habask. Graet e vez Kanaky eus ar vro gant an emsaverien. An tiriad gallek nemetañ eus Melanezia a-bezh. Galleger eo Vanuatu ivez, met galleger ha saozneger war un dro.
Dalc'het eo ar vro gant ar Frañs met e 2014 e vo dalc'het ur votadeg evit gouzout ha dizalc'h e vo pe ne vo ket. Mar bez dibabet an dizalc'hiezh e vo Kaledonia-Nevez ur riez. A-hend-all e vo ur tiriad kevredet ouzh ar Frañs: ur statud bro tramor evel Polinezia.
[kemmañ] Istor Kaledonia-Nevez
Gant James Cook, ur Skosad beajer, eo e oa bet dizoloet an enez-se e 1774. Koulskoude, ar pobl gentañ eus ar vro-se eo ar Velanezianed abaoe 3 000 bloaz. An ergerzher-se en deus anvet "New Caledonia" e saozneg, evit degas soñj eus e vro, a veze anvet Kaledonia gwechall.
[kemmañ] Arouezioù
Abaoe miz Gouhere 2010 ez eus daou vanniel ofisiel: hini Republik Frañs ha hini Kanaky-Kaledonia-Nevez, hemañ bet roet lañs dezhañ gant an FLNKS. Gwintet e vezont kichen-ha-kichen.
