Bakteri

Eus Wikipedia
Mont da : merdeiñ, klask

Ar bakteri (Bacteria) zo bevedegoù bev unkelligek prokariot, n'o deus ket a nukleüs nag a organelloù. Ar pep brasañ eus ar bakteri o deus ur speurenn kellig glusidek, ar peptidoglikan. Un nebeud mikrometr hirder pe nebeutoc'h eo ar bakteri ha stummoù disheñvel a c'hallont kaout : stumm ur sferenn (klorenn), ur stumm hir pe e stumm bazhoùigoù (bazhell), stumm ur gildroenn. Graet e vez bakteriologiezh eus studi ar bakteri, anezhi ur rann eus ar vikrobiologiezh.

Gallout a reer kavout bakteri e kement seurt metoù zo war an Douar : en douar, en dour dous pe sal pe meizh, en aer, en islonkoù ar morioù, e pluskenn an Douar, war groc'hen hag e-barzh bouzelloù ar vevien. Daou-ugent milion bakteri zo en ur gramm douar hag ur milion en ur mililitrad dour. Pemp gwezh 1030 bakteri a vefe en holl er bed[1]. Ar bakteri o deus ur roll a-bouez bras e kelc'hiadoù biogeokimiek evel kelc'hiad ar c'harbon hag evit stabilaat an azot an aergelc'h.


Evit pezh a sell ouzh Mab-Den, jedet eo bet e oa 1012 bakterienn o vevañ war kroc'hen pep den, 1010 a vev er genoù ha 1014 er bouzelloù, e doare ma'z eus dek gwezh muioc'h a gelligoù bakteri evit a gelligoù den e korf an dud[2]. Dinoazh pe mat evit ar c'horf eo ar pep brasañ eus ar bakteri-se. Bout a ra koulskoude meur a spesad noazus a zegas kalz kleñvedoù evel ar c'holera, an naplez, ar vosenn, ar serk, an dorzhellegezh. Bakteri zo a c'hall degas kudennoù analat pe dreizhañ ha lod all a laka ar goulioù da vinimañ. Gallout a reer ober war-dro ar binimadurioù degaset gant ar bakteri a-drugarez d'an antibiotikoù a harzh outo da vevañ. Ar penisilin da skouer a laka kenaoz speurenn ar c'helligoù bakteri da baouez.

Talvoudus-kenañ e c'hall bezañ ar bakteri pa naetaer an dourioù uzet, er gounezvouederezh, evit produiñ yaourt pe fourmaj da skouer, hag evit produerezh greantel ur bern kenaozadoù kimiek.

Ment ha stumm[kemmañ]

Ar re vihanañ eus ar boudoù-bev eo ar bakteri : 10 gwech bihanoc'h eget ar c'helligoù eukariotek e vezont hag o hirder a zo peurvuiañ etre 0.5 ha 5.0 mikrometr. Kalz brasoc'h e c'hell bezañ un nebeud a spesadoù,Thiomargarita namibiensis ha Epulopiscium fishelsoni a zo brasoc'h eget 0,5 milimetr.[3]. Er genad Mycoplasma e vez ar re bihanañ gant 0.3 mikrometr ar pezh a zo ken bihan hag ar virus brasañ. [4].

Lies en o stumm e vez ar bakteri met anavezet a vez dreistholl daou anezho : Reoù a zo rontek, cocci (sing. coccus, deus ar gresianek kókkos, greun, seed) pe stumm ur vazh bacilli (sing. bacillus, deus al Latinek baculus, bazh).

kok tu kleiz, Spirillum e kreiz, bazhig tu dehou.


Framm o c'helligoù[kemmañ]

Patrom:Further

Framm ur gellig vakteriel

Kelc'hiet eo kellig ar bakteriennoù gant ur goc'henn blasmek, bez a c'hell bezañ ur pare hag ur volc'henn tro-o-zro. N'o deus ket a organelloù en o sitoplasm ha n'eo ket bevennet o danvez nukleikel. Kement-mañ a laka anezho da vezañ diforc'hiet deus an eukarioted en anv prokarioted.



Dave[kemmañ]

  1. Whitman W, Coleman D, Wiebe W (1998). "Prokaryotes: the unseen majority". Proc Natl Acad Sci U S A 95 (12): 6578 – 83.
  2. Textbook of Bacteriology : ar bakteri a gaver en dud
  3. Schulz H, Jorgensen B (2001). "Big bacteria". Annu Rev Microbiol 55: 105–37. DOI:10.1146/annurev.micro.55.1.105
  4. Robertson J, Gomersall M, Gill P. (1975). "Mycoplasma hominis: growth, reproduction, and isolation of small viable cells". J Bacteriol. 124 (2): 1007–18

Levrlennadur[kemmañ]

  • Madigan, M. T., Martinko, J. M. Brock Biology of Microorganisms, 11th Ed. Pearson Prentice Hall, Upper Saddle River, NJ, 2005.
  • Perry J., Staley J., Lory S. Microbiologie. Editions Dunod, 2004.
  • Prescott, L.M., Harley, J.P. Klein, D.A., Microbiologie 2 édition DeBoeck eds, 2003.
  • Singleton P. Bactériologie : Pour la médecine, la biologie et les biotechnologies. Cours, 6 édition, Dunod, 2005.

Liammoù diavaez[kemmañ]