Damani

Eus Wikipedia
Gwezenn filogenetek Carl Woese

Damani a reer en daksonomiezh vevoniel eus renk uhelañ ar bevedegoù er reizhiad 3 damani ennañ bet termenet gant ar c'horrvevoniour stadunanat Carl Woese (19282012) hag e skipailh e 1990.[1]

Hervez ar reizhiad-se ez eus tri damani e gwezenn ar vuhez : Archaea, Bacteria hag Eukarya.
Archaea ha Bacteria zo garvevien unkelligek dinukleüs, tra ma'z a an holl organegoù all, nukleüsek ha speurennek o c'helligoù, da ober an damani Eukarya.

Perzhioù an tri damani[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

BUHEZ
damani eukarya
riezad Animalia
skourrad Chordata
kevrennad Mammalia
urzhiad Carnivora
kerentiad Ursidae
genad Ursus
spesad Ursus maritimus
Rummatadur ar vuhez Skouer

Ar perzh boutin d'an tri damani eo ez int diazezet war bezañs TRNr. Ar pezh o diforc'h eo bezañs un nukleüs speurennek en Eukarya, na gaver ket en Archaea ha Bacteria ; etre an daou zamani diwezhañ-mañ ez eus diforc'hioù TRN.

Archaea[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Prokarioted eo Archaea ; o speurennoù zo lipidoù savet divar chadennoù hidrokarbonek skourrek liammet dre eter ouzh glikerol, ar pezh a ro tro dezho da vevañ en un endro tomm-gor pe trenk-meurbet met c'hwek e vez endro an darn vrasañ anezho.[1]
Bihan a-walc'h eo Archaea, pa'z eo etre 0.1 µm ha 15 µm o zreuzkiz ha betek 200 µm o hirder ; a-vent int gant Bacteria ha gant ar mitokondri a zo e kelligoù Eukarya.

Bacteria[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Disheñvel diouzh re Archaea eo speurennoù Bacteria : savet int diwar chadennoù diskourr trenkennoù druz liammet ouzh glikerol dre ester (ha n'eo ket eter).
Ken ledan eo an damani Bacteria ma ne c'heller ket gouzout pet spesad zo war an Douar, ha dic'hallus eo o renkañ e stumm ur wezenn hep na vefe liammoù etre ar skourroù e live pe live.[1]

Eukarya[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

En holl Eukarioted ez eus kelligoù speurennek enno un nukleüs m'emañ an TDN. Pemp riezad zo en damani Eukarya : Animalia, Chromista, Fungi, Planae ha Protista.

Viruzoù ha prion[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

E-maez reizhiad C. Woese emañ ar viruzoù hag ar prion, peogwir n'o deus kellig ebet.
Er bloaz 2011 ez embannas ar gazetenn rusian Protistology ur pennad anvet New view on the megaclassification of life ma kinnigas ar bevoniour Stefan Luketa (* Sarajevo, 1990) ur rummatadur nevez 5 damani ennnañ :

  1. Prionobiota (organegoù digellig hep trenkenn nukleek)
  2. Virusobiota (organegoù digellig gant trenkenn nukleek)
  3. Bacteriobiota (organegoù prokaryotek)
  4. Archaebiota (organegoù dibar prokaryotek o framm)
  5. Eukaryobiota (an holl voudoù bev eukaryotek o framm)[2],[3].

Rummatadurioù all[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Reizhiad an div impalaeriezh[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Ar reizhiad-se eo a veze lakaet da glasel a-raok ma vefe erlerc'hiet hini skipailh Carl Woese outi.

Gwrizienn
rummouriel
Daou c'hourzamani Div
impalaeriezh
Tri
damani
C'hwec'h
riezad
Biota / Vitae
(BUHEZ)
Acytota / Aphanobionta
(buhez digellig : viruzoù, prion hag all)
Cytota
(buhez kelligel)
Prokaryota / Procarya
(Monera)
Bacteria Eubacteria
Archaea Archaebacteria
Eukaryota / Eukarya Protista
Fungi
Plantae
Animalia

Pa voe kinniget reizhiad an tri damani e 1990 e kavas da lod vevoniourien e poueze re war an disrann etre Archaea ha Bacteria, met da get pe dost ez eas an enebiezh-se abalamour d'an araokadennoù er genetik.

Reizhiad Lake[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

E 1984 e kinnigas ar bevoniour stadunanat James A. Lake (*1941) ur rummatadur all ma lakae Eukaryota en hevelep damani ha hini Archaea abalamour da zamheñvelded ribozomoù Eukaryota ha lod Archaea.

Liammoù diavaez[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Notennoù[kemmañ | kemmañ ar vammenn]