Taksonomiezh

Eus Wikipedia
Mont da : merdeiñ, klask

An daksonomiezh, pe taksinomiezh (gresianeg ταξινομία taxis : rummatadur et nomos : lezenn) a zo unan eus kelennoù ar vevoniezh, he fal dezhi sevel rummatadur reizhiadek ar bevien.
Kavet e vez ivez un termen nes da daksonomiezh e meur a yezh.

Orin hag emdroad ar patromoù[kemmañ]

An holl rummatadurioù a vez dispaket dindan stumm ur wezennad (ken e vez kaoz eus ur rummatadur gwezheñvel) o kregiñ gant ur wrizienn, houmañ oc'h endelc'her an holl vevien a zo eus outo pe a zo bet hag o pignat betek an hiniennoù.

Pep skoulm ar wezennad a zo un takson, ennañ an istaksonoù diorroet diwar ar skoulm.

Carl von Linné, (1707 - 1778), ur skiantour svedat, en deus kinniget diazezoù ar rummatadur reizhiadek hag a zo bet kelennet betek kreiz an XXvet kantved. Diamzeret eo bremañ peogwir e oa bet ijinet diwar menozioù ar mare : denheñvelouriezh, krouidigezhouriezh pa ne oa ket bet dizoloet emdroaderezh.

An denheñvelouriezh a zo bet diskaret gant Charles Darwin pa ginnig e 1859 ur rummatadur diwar al lignezouriezh. Hervezañ, ma 'z eus bet un emdroadur, ret eo rummata ar spesadoù diwar derez ar gerentiezh o-deus etrezo.

Goude Darwin e oa klasket respont d'ar goulenn "piv a zo diwar piv?" hag e oa re pouezet war renabliñ al lignezoù. E kreiz an XXvet kantved eo bet komprenet eo pouezusoc'h hag efedusoc'h klask "piv a zo nes da biv" ha heuliañ tostadur ar filogeneliezh.

Hervez ar filogeneliezh, e tleer kemer evit abegoù ar rummatadur derezioù ar gerentiezh. Gant ar bennaenn-mañ ez eus bet savet gwezennadoù filogeneliezhel o-deus degaset muioc'h a gomprenidigezh p'eo posubl rakwelout bezañs spesadoù'zo. Bez e c'heller lavarout eo bet tostadur ar filogeneliezh un disoc'h eus teorien an emdroaderezh, met ar gwezennadoù savet diwarni o deus kaset prouennoù an deorienn-mañ.

Liamm diabarzh[kemmañ]