Ledenez Kola

Eus Wikipedia
Mont da : merdeiñ, klask
Kartenn ledenez Kola

Ledenez Kola (e ruseg : Ко́льский полуо́стров, Kolsky polouostrov; finneg: Kuolan niemimaa; samieg: Guoládatnjárga) zo ul ledenez eus Rusia, gronnet gant Finland er c'hornôg, Mor Barents en norzh hag ar Mor Gwenn er reter hag er su. Mourmansk eo ar gêr vrasañ.

War-dro 100 000 km² eo ha klotañ a ra mui pe vui gant Oblast Mourmansk. Eno e veze stoket lastez nukleel an arme gant an URSS ha diwar-se eo deuet da vezañ unan eus tiriadoù kontammetañ Europa.