Novaya Zemlya
Eus Wikipedia
Novaya Zemlya (ruseg: Но́вая Земля́, distagadur LFE: [ˈnovəjə zʲɪmˈlʲa], ar pezh a dalvez “Douar Nevez”) zo un enezeg e Meurvor Arktika, e hanternoz Rusia ha biz Europa, hag a ra an disparti etre Mor Barents ha Mor Kara. 90 650 km² eo he gorread, da lâret eo keit ha hini Portugal. An div enezenn bennañ zo dispartiet gant strizh-mor Matochkin.
Hervez niveradeg 2002 e oa 2 716 annezad e Novaya Zemlya, 2 622 anezhe o chom e Beluchya Guba, ar greizenn velestradurel. A-raok bezañ dilec'hiet d'an douar bras er bloavezhioù 1950 e oa ur boblañs Nenets o chom en enezeg.
D'an 30 a viz Here 1961 e voe lakaet da darzhañ ar vombezenn nukleel anvet Tsar Bomba a-us an enezeg.