Nenets

Eus Wikipedia
Mont da : merdeiñ, klask

An Nenets, Ненцы (Nentsy e rusianeg), 'zo ur bobl nomad hag a vez o chom nepell diouzh ar c'helc'h polel. Ar genel bouezusañ eus ar 26 kenel eus Siberia eo. Bevañ a reont diwar ar pesketerezh hag an desevel kirvi. Nomad-tre int dre ma ne chomont ket alies muioc'h eget ur sizhunvezh er memes lec'h.

O yezh ofisiel eo an nenetseg.

Ur genel nomad war un dachenn divent[kemmañ]

Ar bobl Nenets zo o chom e gwalarn Siberia etre ledenez kanin war ar mor Gwenn, e norzh ar menezioù Oural ha d'ar Vorkouta. Bevañ a reont ivez en inizi ar Meurvor arktek ha ledenez Kola. En holl he deus ar bobl-se 1 milion km². O bro eo an toundra ha koadoù gwez-pin gant kalz a stêrioù ha takadoù geuniek.