Enez Vancouver

Eus Wikipedia
Mont da : merdeiñ, klask
Enez Vancouver

Enez Vancouver (pe Vancouver Island e saozneg) zo un enezenn en arvor kornôg Kanada, er Meurvor Habask. Emañ e proviñs British Columbia, hag annezet eo gant war-dro 750 000 a dud (e 2009).

En em astenn a ra Enez Vancouver war ur gorread 32 134 km², gant 454 km a hed ha 100 km a led. Hi eo enezenn vrasañ arvor kornôg Norzhamerika. Victoria eo kêr vrasañ an enezenn, ha kêr-benn proviñs British Columbia eo ivez.

Ho pinvioù
Esaouennoù anv

Adstummoù
Oberoù
Merdeiñ
Kemer perzh
Boest ostilhoù
Yezhoù all