Dor

Eus Wikipedia
Mont da : merdeiñ, klask
Dor-dal kinklet.
Dor eskopti kozh Lleida, e Katalonia

Un nor (dor en unander, dorioù pe dorozioù, dorojoù, dorejoù el liester) a zo ur banell staget war un tu pe riklus lakaet war un toull war ur voger pe ur speur. Heloc'h eo an dorioù evit an tremen, met gallout a reont bezañ serret da herzel an dud da vont war an tu ma klasker lakaat anezhañ e surentez. Kavet e vez an dorioù kazi e pep rann eus ar bed ha lakaet e pep seurt a savadurioù, en tiez koulz hag ar savadurioù a bep seurt. Da skouer e c'heller kavout dorioù e tourioù teknikel, kirri heloc'h, armelioù, kaelioù, ribouloù, etc...

Abegoù evit digor un nor :

Abegoù evit serriñ un nor :

  • herzel an aer diavaez ha diabarzh mont tre ken e c'heller tommañ pe yenañ un egor klos
  • chom e prevez ha kontroliñ an tremen
  • herzel an trouz mont tre
  • herzel an tan mont pelloc'h pa vez un tan-gwall oc'h ober e reuz

Dorojoù a bep seurt[kemmañ]

Porzh[kemmañ]

  • Perzhier (liester porzh) a veze gwechall, ha n'eo ket dorojoù, da vont tre er c'hêrioù mogeriet.
  • Rederezed a veze graet eus dorioù ar gwele kloz, hervez TBP 2 Jules Gros (pajenn 437).

Troioù-lavar[kemmañ]

  • Prennañ un nor a veze graet gwechall gant un tamm prenn. Hiriv e e talv kement hag alc'hweziañ un nor, hag e vez graet gant un alc'hwez.
  • Toull an nor: damheñvel ouzh an treuzoù
    • Chom e toull an nor, a zo chom hep mont pe dont en ti.
      • met er c'hrennlavar Brud vat a chom e toull an nor e talv kement ha chom hep mont pelloc'h eget toull an nor.
  • Na gaout dorejoù war e holl doulloù a dalv kement ha bezañ re hir e deod , kaozeal re, chom hep tevel pa vez ret.

Distagadur[kemmañ]

Hervez a lenner e TBP 2 Jules Gros (pajenn 278) e vez distaget t e-lec'h d en droienn: ur gozh dor gozh.


Commons
Muioc'h a skeudennoù diwar-benn

a vo kavet e Kerandafar.